Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 16:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Jesus a lavare ive d’he ziskibien: Eun den pinvidic hen doa eur mevel hag a oa tamallet diraz’han da veza gwall implijet he vadou.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Eñ a lavaras ivez d’e ziskibien: Un den pinvidik en doa ur merour a oa tamallet dirazañ da vezañ dispignet e vadoù.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 16:1
19 Referencias Cruzadas  

Pa oe deuet an abardaez, mestr ar winien a lavaraz d’he vevel braz: Galv al labourerien, ha ro dezhe ho gopr, o commans gant ar re ziveza beteg ar re genta.


Hag an Aotrou a lavaraz: Piou eta eo ar servicher fidel ha fur, lakeat gant he vestr da gommandi var he zomestiket, evit rei dezhe, pa vez ar poent, ho muzurat ed?


Hag eun neubeud deveziou goude, ar mab yaouanka‐ze, o veza dastumet kement a oa dezhan, a ieaz kuit da eur vro bell, hag e tispignaz eno he beadra o veva en dizurz.


Mes kerkent ha ma’z eo distroet ar mab‐se d’id, goude beza debret he vadou gant merc’hed fall, ec’h euz lakeat laza al leue lard evithan.


Bez’ e oa eun den pinvidic hag a oa gwisket gant pourpr ha gant lien moan, hag a veve bemdez e‐kreiz an abondans hag al lorc’haj.


He Aotrou hen galvaz eta hag a lavaraz dezhan: Petra a glevan‐me lavaret divar da ben? Rent count d’in euz an implij ec’h euz great euz va danvez; rag ne halli ken a‐viziken gouarn va madou.


Hag unan all a zeuaz, hag a lavaraz: Aotrou, setu aman da bez arc’hant em euz dalc’het paket en eul lienen;


ha Janned, greg Chouza, ministr Herodes, Suzanna, ha meur a hini all, pere a zicoure anezhan gant ho madou.


Rag red eo d’an eskop beza divlam, evel eur servicher da Zoue; red eo ne vez ket fizius enhan he‐unan, na colerus, na douget d’ar gwin, na ter, na douget d’ar c’hounidegez disleal;


Goulen a rit, ha na recevit ket, abalamour ma c’houlennit fall, hag evit contanti ho kwall‐ioulou.


Ra zeui pep hini, hervez m’hen deuz recevet, da implija he zonezon e servich ar re all, evel distribuerien vad a bep gras a Zoue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos