Ha koulskoude en doa leuniet o ziez a vadoù! Ya, ra vo pell diouzhin kuzul ar re zrouk!
Sant Lucas 16:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Abraham a respontas: Bugel, az pez soñj penaos ec’h eus resevet da vadoù e-pad da vuhez ha Lazar en deus bet poanioù. Bremañ eñ a zo diboaniet ha te a zo er poanioù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes Abraham a respontaz: Va mab, dalc’h sonj penaos ec’h euz bet da vadou e‐pad da vuez, pa hen deuz bet Lazar he boaniou; breman ez eo consolet, ha te a zo en tourmanchou. |
Ha koulskoude en doa leuniet o ziez a vadoù! Ya, ra vo pell diouzhin kuzul ar re zrouk!
Dre da zorn, AOTROU, dieub diouzh an dud, diouzh tud ar bed-mañ; o lodenn a zo er vuhez-mañ, leuniañ a rez o c'hof gant da vadoù, o mibien a zo leuniet hag e lezont an nemorant d'o bugale-vihan.
Rak e weler e varv ar re fur. Ar genaoueg hag an diskiant a varv ivez, hag a lez o madoù da re all.
En deizioù he glac'har hag he c'hantreadeg, Jeruzalem he deus bet soñj eus an holl draoù plijus he doa bet adalek an deizioù kozh. Pa'z eo kouezhet he fobl dre zorn an enebour, ne voe den ebet d'he sikour. Hec'h enebourien o deus he gwelet, hag o deus graet goap eus he deizioù sabad.
hag a lavarjont dezhañ: Aotrou, deuet eo da soñj deomp penaos an trompler-se a lavaras pa oa bev: A-benn tri devezh ec’h adsavin a varv.
Ha ma laka ac’hanout da droad da gouezhañ, troc’h anezhañ. Gwelloc’h eo dit mont er vuhez, o kaout un troad, eget kaout daou droad ha bezañ taolet er gehenn, en tan ne voug biken,
O vezañ e lec’h ar marv e-kreiz poanioù, e savas e zaoulagad hag e welas eus pell Abraham ha Lazar en e askre.
Ouzhpenn-se ez eus ur poull bras etre c’hwi ha ni, en hevelep doare ha pa fellfe d’ar re a zo amañ tremen aze ne c’hellfent ket, kennebeut ha d’ar re a zo aze dont d’hor c’havout-ni.
Lavaret em eus deoc’h an traoù-mañ evit ma ho po ar peoc’h ennon. Trubuilhoù ho po er bed, met bezit kalonek, me am eus trec’het ar bed.
o kreñvaat eneoù an diskibien, oc’h aliañ anezho da genderc’hel er feiz hag o reiñ da anavezout dezho ez eo dre galz a boanioù eo ret deomp mont e rouantelezh Doue.
rak karantez ar c’hig a zo enebiezh ouzh Doue, dre na sent ket ouzh lezenn Doue hag evit gwir ne c’hell ket henn ober.
O diwezh a vo ar gollidigezh, o doue eo o c’hof, o gloar a zo er pezh a ra o mezh, o soñjoù a zo e traoù an douar.
evit na vo den brañsellet er glac’haroù-mañ, rak anavezout a rit hoc’h-unan ez omp tonket evit kement-se.
o tibab bezañ gwallgaset gant pobl Doue kentoc’h eget kaout e-pad ur pennad amzer plijadur ar pec’hed,
Na garit ket ar bed nag an traoù a zo er bed. Mar kar unan bennak ar bed, karantez an Tad n’emañ ket ennañ,
Me a lavaras dezhañ: Aotrou, te a oar. Hag e lavaras din: Bez’ int ar re a zo deuet eus an trubuilh bras, gwalc’het o deus o saeoù ha gwennet anezho e gwad an Oan.