Sant Lucas 14:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, ha piv bennak en em izela a vo uhelaet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag piou‐benag en em huella, a vezo izelleet, ha piou‐benag en em izella, a vezo huelleet. |
Neuze ar roue a lavaras da Haman: Hast buan, kemer an dilhad hag ar marc'h evel m'ec'h eus lavaret, ha gra evel-se da Vardoke ar Yuzev, a zo azezet ouzh dor ar roue. Na vank d'ober netra eus ar pezh ac'h eus lavaret.
Pa vo izelaet unan bennak ha pa lavari: Ra vo savet! Saveteiñ a raio an hini en devo e zaoulagad izelaet.
An AOTROU a zo savet uhel, hag e wel an hini a zo izel, hag ec'h anavez a bell an hini en em sav.
gant an hini a zo glan ez out glan, met gant an hini a zo fallakr e rez dezhañ hervez e fallagriezh.
An daoulagad rok a vo izelaet, ha lorc'h an dud a vo diskaret, an AOTROU hepken a vo uhelaet en deiz-se.
Lorc'h an dud a vo diskaret, ha rogentez ar re vras a vo izelaet, an AOTROU hepken a vo uhelaet en deiz-se.
Evel-henn e komz an Uhel-Meurbet, hag a zo o chom er beurbadelezh, hag a zo santel e anv: Emaon o chom en ul lec'h uhel ha santel, hag ivez gant an den glac'haret hag uvel a spered, evit bevaat spered ar re zilorc'h hag evit bevaat kalon ar re c'hlac'haret.
Diskouezet en deus nerzh e vrec’h. Stlabezet en deus ar re o doa soñjezonoù lorc’hus en o c’halon.
Lavarout a reas ivez d’an hini en doa e bedet: Pa ri ul lein pe ur goan, na bed ket da vignoned, na da vreudeur, na da gerent, nag amezeien binvidik, gant aon na bedfent ac’hanout d’o zro ha na rafent dit an hevelep tra.
Me a lavar deoc’h, hemañ a zistroas reishaet d’e di kentoc’h eget egile. Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, hag an hini en em izela a vo uhelaet.
Er c’hontrol e ro ur c’hras vrasoc’h. Dre-se, ar Skritur a lavar: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel.
En hevelep doare, tud yaouank, sentit ouzh an henaourien. En em wiskit a izelegezh, o plegañ holl an eil d’egile, rak: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel.
En em izelait eta dindan dorn galloudus Doue, evit ma uhelaio ac’hanoc’h pa vo an amzer,
Samuel a lavaras: Pa oas izel ouzh da zaoulagad, ha n'out ket deuet da benn war veuriadoù Israel, ha n'en deus ket da olevet an AOTROU da roue war Israel?