Kanaouenn ar "Maalod"; eus David. AOTROU, va c'halon n'eo ket c'hwezet, va daoulagad n'int ket uhelaet, ha ne'm eus ket klasket an traoù re vras ha re uhel evidon.
Moizez hag Aaron a zeuas eta da gavout Faraon, hag e lavarjont: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU , Doue an Hebreed: Betek pegoulz e nac'hi en em izelaat dirazon? Lez va fobl da vont kuit, evit ma servijo ac'hanon.
En o holl enkrezioù eo bet enkrezet, ael e zremm en deus o dieubet, eñ e-unan en deus o dasprenet en e garantez hag en e drugarez, o harpet en deus, o douget en deus en deizioù a wechall.
Bremañ eta, me Nebukadnezar a veul, a uhela hag a ro gloar da Roue an neñvoù, a zo reizh e holl oberennoù hag eeun e hentoù. Eñ a c'hell izelaat ar re a gerzh gant lorc'h.