Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 22:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 Te eo va goulaouenn, o AOTROU! An AOTROU a laka va zeñvalijenn da lugerniñ.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 22:29
16 Referencias Cruzadas  

Met Abishai mab Zeruja a zeuas war sikour David hag a skoas war ar Filistin hag en lazhas. Neuze tud David a douas o lavarout: Ne zeui ken ganeomp d'an emgann, gant aon na vougfes goulaouenn Israel.


Hag ur meuriad a roin d'e vab, evit m'en devo David va servijer ul lamp bepred dirazon e Jeruzalem, ar gêr am eus dibabet evit lakaat va anv enni.


pa lugerne e c'houlaouen war va fenn, pa gerzhen ouzh e sklêrijenn en deñvalijenn,


Ar sklêrijenn a sav en deñvalijenn evit an den eeun; truezus eo, trugarezus ha reizh.


Te eo an hini a savete ar bobl c'hlac'haret, hag a izela daoulagad ar re faeüs.


Salm David. An AOTROU eo va sklêrijenn ha va dieubidigezh: Dirak piv em befe aon? An AOTROU eo diwaller va buhez: Dirak piv e spontfen?


Profit aberzhoù a reizhder, ha fiziit en AOTROU.


Rak un devezh ez leurioù a zo gwelloc'h eget mil e lec'h all. Gwelloc'h eo din en em zerc'hel war dreuzoù ti va Doue, eget bezañ o chom e teltennoù ar re zrouk,


Ar sklêrijenn a zo hadet evit an hini reizh, hag al levenez evit ar re a zo eeun a galon.


Piv ac'hanoc'h a zouj an AOTROU? Piv a selaou ouzh mouezh e servijer? An hini a gerzh en deñvalijenn ha n'en deus ket a sklêrijenn, ra fizio en anv an AOTROU, ha ra en em harpo war e Zoue!


Gouzañv a rin fulor an AOTROU, rak pec'het em eus a-enep dezhañ, betek ma tifenno va c'haoz ha ma raio reizhder din. Va c'has a raio er-maez d'ar sklêrijenn, hag e welin e reizhder.


Met evidoc'h, c'hwi hag a zouj va anv, e savo heol ar reizhder, hag ar yec'hed a vo en e vannoù. Mont a reot er-maez, hag e lammot evel leueoù ar c'hraou.


Me a zo deuet er bed evel ur sklêrijenn, evit na chomo ket en deñvalijenn an neb a gred ennon.


Neuze Jezuz a gomzas c’hoazh dezho hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed, an hini a heuilh ac’hanon ne gerzho ket en deñvalijenn, met bez’ en devo sklêrijenn ar vuhez.


Ar gêr n’he deus ezhomm nag eus an heol nag eus al loar evit he sklêrijennañ, rak gloar Doue a sklêrijenn anezhi hag an Oan eo he goulaouenn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos