Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Lucas 14:11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Rag piou‐benag en em huella, a vezo izelleet, ha piou‐benag en em izella, a vezo huelleet.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, ha piv bennak en em izela a vo uhelaet.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 14:11
24 Referencias Cruzadas  

Rag piou‐benag en em huellaio, a vezo izelleet; ha piou‐benag en em izellaio, a vezo huelleet.


Diskouezet hen deuz an nerz euz he vrec’h; disperset hen deuz ar sonjezonou euz a galon ar re ourgouillus;


diskaret hen deuz ar re c’halloudec divar ho zron, hag hen deuz savet ar re dister;


Ha Jesus a lavare d’an hini hen doa he bedet: Pa ri eul lein pe eur goan, na bed na da vignoned, na da vreudeur, na da gerent, na da amezeien pinvidic, gant aoun na bedfent ac’hanoud d’ho zro, ha na vez rentet d’id kement‐all.


Hen lavaret a ran deoc’h, he‐man a ziskennaz d’he di justifiet kentoc’h eged egile; rag kement hini en em huella a vezo izelleet; ha kement hini en em izella, a vezo huelleet.


Ra zeui ar breur a stad izel d’en em c’hlorifia, pa’z eo bet huelleet,


En em humiliit dirag an Aotrou, hag hen a zavo ac’hanoc’h.


Er c’hontrol, rei a ra eur c’hras vrassoc’h. Dre‐ze ar Scritur a lavar: Doue a stourm ouz ar re ourgouillus, mes rei a ra gras d’ar re humbl.


C’houi ive evel‐se, tud yaouank, en em zoumetit d’ar re ancien, hag o plega holl an eil d’egile, en em viskit a humilite; rag Doue a stourm ouz ar re ourgouillus, mes ober a ra trugarez d’ar re a zo humbl.


Plegit eta gant humilite dindan an dorn galloudus a Zoue, evit ma savo ac’hanoc’h pa vezo deuet an amzer;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos