Setu, e pignomp da Jeruzalem ha Mab an den a vo lakaet etre daouarn ar veleien vras ha re ar skribed. E gondaonint d’ar marv
Sant Lucas 13:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Koulskoude ret eo din kerzhout hiziv, warc’hoazh hag an deiz war-lerc’h, rak ne c’hoarvez gant profed ebet mervel er-maez eus Jeruzalem. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Koulskoude, red eo d’in bale hirio, varc’hoas hag an deiz varlerc’h, rag ne c’hoarvez gant profet e‐bed mervel er meaz euz a Jerusalem. |
Setu, e pignomp da Jeruzalem ha Mab an den a vo lakaet etre daouarn ar veleien vras ha re ar skribed. E gondaonint d’ar marv
Neuze Jezuz n’en em ziskouezas mui dirak an holl e-touez ar Yuzevien, met mont a reas ac’hane en ur vro tost d’al lec’h distro, d’ur gêr galvet Efraim. Hag e chomas eno gant e ziskibien.
Jezuz a respontas dezho: Ha n’eus ket daouzek eur en deiz? Mar kerzh unan bennak e-pad an deiz, ne strebot ket, abalamour ma wel sklêrijenn ar bed-mañ.
Neuze Jezuz a lavaras dezho: Ar sklêrijenn a zo c’hoazh ganeoc’h evit un nebeud amzer. Kerzhit e-pad m’hoc’h eus ar sklêrijenn, gant aon na zeufe an deñvalijenn d’ho soupren. An hini a gerzh en deñvalijenn ne oar ket pelec’h ez a.
Jezuz a lavaras dezho: Va boued eo ober bolontez an hini en deus va c’haset ha peurober e oberenn.
E-pad ma’z eo deiz, eo ret din kas da benn oberoù an hini en deus va c’haset. An noz a zeu, ha den ne c’hell labourat enni.
penaos Doue en deus olevet gant ar Spered-Santel ha gant galloud Jezuz a Nazared, a yae a lec’h da lec’h oc’h ober vat hag o yac’haat ar re holl a oa mac’het gant an diaoul, abalamour ma oa Doue gantañ.
Rak holl dud Jeruzalem hag o fennoù, o vezañ e zizanavezet, o deus peurc’hraet en ur gondaoniñ anezhañ komzoù ar brofeded a vez lennet bep deiz sabad.