An den drouk a wel anezhañ hag en deus desped, hag e c'hrigoñs e zent hag e tisec'h. C'hoant ar re zrouk a yelo da get.
Sant Lucas 13:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eno eo e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent, pa welot Abraham, Izaak ha Jakob, hag an holl brofeded, e rouantelezh Doue, ha c’hwi taolet er-maez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Eno e vezo gwelvan ha skrigndent, pa velot Abraham, Isaac, ha Jacob hag an holl brofeted en rouantelez Doue, ha pa viot c’houi taolet er meaz. |
An den drouk a wel anezhañ hag en deus desped, hag e c'hrigoñs e zent hag e tisec'h. C'hoant ar re zrouk a yelo da get.
Neuze ar roue a lavaras d’ar vevelien: Ereit e zaouarn hag e dreid, kemerit anezhañ d’e deurel en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec’h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
hag e tispenno anezhañ hag e roio dezhañ e lod gant ar bilpouzed. Eno eo e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
Ha taolit ar servijer didalvoud en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec’h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
Unan eus ar re a oa ouzh taol, o vezañ klevet kement-se, a lavaras dezhañ: Eürus an hini a zebro bara e rouantelezh Doue!
O vezañ e lec’h ar marv e-kreiz poanioù, e savas e zaoulagad hag e welas eus pell Abraham ha Lazar en e askre.
ar pezh a zo ur brouenn eus ar varnedigezh reizh Doue, evit ma viot kontet dellezek eus rouantelezh Doue a c’houzañvit poan eviti.
hag evel-se e vo roet deoc’h gant largentez un donedigezh vat e rouantelezh peurbadus hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist.
Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.
Met er-maez e vo ar chas, ar sorserien, ar re hudur, ar vuntrerien, an idolourien, ha piv bennak a gar hag a ra ar gaou.