Sant Lucas 12:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lavaran deoc’h-c’hwi va mignoned: N’ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c’horf ha, goude-se, ne c’hellont ober netra ouzhpenn. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha me a lavar deoc’h‐hu, pere a zo va mignoned: N’ho pezet ket a aoun rag ar re a laz ar c’horf, ha pere goude‐ze na hellont ober netra en tu‐all. |
Deuet on em liorzh, va c'hoar, va fried. Dastumet em eus va mir gant va louzoù-frondus, debret em eus va zerennoù gant va mel, evet em eus va gwin gant va laezh. Debrit, mignoned, en em vezvit gant karantez!
E staon a zo leun a zouster, ha kement a zo ennañ a zo karantezus. Evel-se eo va muiañ-karet, evel-se eo va mignon, merc'hed Jeruzalem!
Te eta, gouriz da zivgroazell ha sav, lavar dezho kement a c'hourc'hemennin dit. Na'z pez ket spont dirazo, gant aon na spontfen ac'hanout dirazo.
en abeg d'ar Galdeiz. Aon o doa dirazo, peogwir en doa Ismael mab Netania lazhet Gedalia mab Ahikam, lakaet da c'houarnour war ar vro gant roue Babilon.
Met te, mab an den, na'z pez ket aon dirazo, na'z pez ket aon dirak o c'homzoù, petra bennak ma'z out e-touez drez ha spern ha ma chomez e-touez ar c'hruged. Na'z pez ket aon dirak o c'homzoù, bez dizaon dirak o dremmoù, daoust ma'z int un ti disent.
N’ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c’horf ha ne c’hellont ket lazhañ an ene. Doujit kentoc’h an hini a c’hell lakaat an ene hag ar c’horf er gehenn.
Met n’en em lakaan e poan eus netra ha va buhez n’eo ket prizius din, gant ma peurechuin gant levenez va redadenn hag ar ministrerezh am eus resevet digant an Aotrou Jezuz evit prezeg an Aviel eus gras Doue.
O welout hardizhegezh Pêr ha Yann, hag o c’houzout e oant tud dizesk hag eus ar bobl izel, e voent souezhet. Anavezout a raent e oa bet ar re-se gant Jezuz.
hep kaout aon e doare ebet eus an enebourien, ar pezh a zo evito ur brouenn a gollidigezh met evidoc’h a silvidigezh. Ha kement-se eo a-berzh Doue,
Evel-se ar pezh a lavar ar Skritur a voe peurc’hraet: Abraham a gredas Doue ha kement-se a voe kontet dezhañ da reizhder. Hag e voe anvet mignon Doue.
Ha zoken pa c’houzañvfec’h evit ar reizhder, e vefec’h eürus. N’ho pet ket a aon rak ar spont o deus c’hoant da ober deoc’h ha na vezit ket nec’het,
Na’z pez ket aon rak netra eus an traoù az po da c’houzañv. Setu, an diaoul a ya da deurel hiniennoù ac’hanoc’h er prizon evit ma viot amprouet, hag ho po un trubuilh e-pad dek devezh. Bez feal betek ar marv, hag e roin dit ar gurunenn a vuhez.