Sant Lucas 12:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Klaskit kentoc’h rouantelezh Doue, hag an holl draoù-se a vo roet deoc’h ouzhpenn. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) klaskit kentoc’h rouantelez Doue, ha kement‐se holl a vezo roet deoc’h ouz‐pen. |
Yaouank on bet hag on deuet da vezañ kozh, ha ne'm eus ket gwelet an den reizh dilezet, nag e lignez o klask e vara.
Rak un devezh ez leurioù a zo gwelloc'h eget mil e lec'h all. Gwelloc'h eo din en em zerc'hel war dreuzoù ti va Doue, eget bezañ o chom e teltennoù ar re zrouk,
hennezh a vo o chom el lec'hioù uhel, kreñvlec’hioù ar reier a vo e repu, bara a vo roet dezhañ, doureier ne vankint ket dezhañ.
Met klaskit da gentañ rouantelezh Doue hag e reizhder, hag an holl draoù-se a vo roet deoc’h ouzhpenn.
Met un dra hepken a zo ret. Mari he deus dibabet al lodenn wellañ, ha ne vo ket lamet diganti.
Na labourit ket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus hag a vo roet deoc’h gant Mab an den. Rak Doue an Tad en deus e verket gant e siell.
Petra a lavarimp eta diwar-benn an traoù-se? Mar d-eo Doue evidomp, piv a vo a-enep deomp?
rak embreg ar c’horf a zo mat da nebeut a dra, met doujañs-Doue a zo talvoudek d’an holl draoù, o kaout ar bromesa eus ar vuhez a-vremañ hag eus an hini da zont.
Ra vo ho kundu hep pizhoni, bezit laouen gant ar pezh hoc’h eus rak eñ e-unan en deus lavaret: A-dra-sur ne lezin ket ac’hanout ha ne guitain ket ac’hanout.