Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Timote 4:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 rak embreg ar c’horf a zo mat da nebeut a dra, met doujañs-Doue a zo talvoudek d’an holl draoù, o kaout ar bromesa eus ar vuhez a-vremañ hag eus an hini da zont.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Rag an exercis euz ar c’horf n’eo talvoudec nemed evit neubeud a dra; mes ar biete a zo talvoudec evit pep tra, o veza m’he deuz ar bromessa euz ar vuezman hag euz an hini da zond.

Ver Capítulo Copiar




1 Timote 4:8
52 Referencias Cruzadas  

Hag e c'hell un den bezañ talvoudus da Zoue? Dezhañ e-unan eo talvoudus un den, ma'z eo fur.


Mar selaouont ha mar servijont anezhañ, ec'h echuint o deizioù en eurvad, hag o bloavezhioù el levenez.


Seveniñ a ra c'hoant an holl re a zouj anezhañ, klevout a ra o c'hriadenn hag e tieub anezho.


Met ar re hegarat a berc'henno an douar, hag o devo ur peoc'h fonnus.


Ar re reizh a berc'henno an douar, hag e chomint warnañ da viken.


Rak ar re a ra an droug a vo lamet kuit, met ar re a zo en gortoz eus an AOTROU a berc'henno an douar.


Rak un devezh ez leurioù a zo gwelloc'h eget mil e lec'h all. Gwelloc'h eo din en em zerc'hel war dreuzoù ti va Doue, eget bezañ o chom e teltennoù ar re zrouk,


Doujañs an AOTROU a gas d'ar vuhez, an hini en deus anezhi en devo e walc'h, an droug ne weladenno ket anezhañ.


Dre an izelded ha doujañs an AOTROU, e teu pinvidigezh, enor ha buhez.


Rak petra bennak ma ra ur pec'her kant gwech traoù fall, e kendalc'h da vevañ; koulskoude me a oar ivez e vo eurvad evit ar re a zouj Doue hag a gren dirak e zremm.


Lavarit: Eürus ar re reizh! Dre ma tebrint frouezh o oberoù.


hennezh a vo o chom el lec'hioù uhel, kreñvlec’hioù ar reier a vo e repu, bara a vo roet dezhañ, doureier ne vankint ket dezhañ.


Petra am eus d'ober gant an ezañs eus Seba hag ar gorzenn frondus eus ur vro bell? Ho loskaberzhoù ne blijont ket din ha ne gavan ket dereat hoc'h aberzhoù.


Piv bennak a gomzo a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhañ, met piv bennak a gomzo a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezhañ nag er c’hantved-mañ nag er c’hantved da zont.


Ha piv bennak en devo kuitaet tiez, pe breudeur, pe c’hoarezed, pe tad, pe mamm, pe gwreg, pe bugale, pe douaroù, abalamour da’m anv, a resevo kant kemend all hag en devo ar vuhez peurbadus da hêrezh.


Met klaskit da gentañ rouantelezh Doue hag e reizhder, hag an holl draoù-se a vo roet deoc’h ouzhpenn.


ha ne resevo adalek ar c’hantved-mañ, kant kement all, a diez, a vreudeur, a c’hoarezed, a vammoù, a vugale hag a zouaroù, gant heskinerezhioù, hag er c’hantved da zont, ar vuhez peurbadus.


Met ar gwin nevez a dle bezañ lakaet e seier nevez, hag an daou en em vir a-unan.


Gouzout a reomp penaos pep tra a dro da vad evit ar re a gar Doue, ar re a zo galvet hervez e ziviz.


pe Paol, pe Apolloz, pe Kefaz, pe ar bed, pe ar vuhez, pe ar marv, pe an traoù a-vremañ, pe an traoù da zont,


N’eo ket ur boued hol laka da vezañ plijus da Zoue. Rak ma tebromp, ne zeu talvoudegezh ebet deomp a-se, ha ma ne zebromp ket, n’hor bo koll ebet a gement-se.


Met taol kuit ar mojennoù disantel ha sot, en em ro da zoujañs-Doue,


Mar kelenn unan bennak en un doare all ha ma n’en em stag ket ouzh gerioù a silvidigezh hon Aotrou Jezuz-Krist hag ouzh ar gelennadurezh a zo hervez an doujañs-Doue,


an tabutoù aner etre tud o deus o skiant breinet, dibourvez eus ar wirionez hag a gred ez eo an doujañs-Doue un andon a c’hounid. Pella diouzh an dud-se.


Ur gounid mat eo an doujañs-Doue gant ar gwalc’h,


o devo an diavaez a zoujañs-Doue met o devo dinac’het ar pezh a ra he nerzh. En em bella diouzh an dud-se.


Ar ger-mañ a zo gwir hag e fell din e asurez gant nerzh an traoù-mañ, evit ma lakaio ar re o deus kredet e Doue d’en em reiñ d’an oberoù mat. Setu an traoù a zo mat ha talvoudus d’an dud.


N’en em lezit ket da vezañ stlejet dre gelennadurezhioù a bep seurt hag estren, rak mat eo e vefe ar galon nerzhet gant ar c’hras ha nann gant bouedoù n’o deus servijet da netra d’ar re staget outo.


Kement-mañ eo ar bromesa en deus graet deomp: ar vuhez peurbadus.


Gant an hini a drec’ho e rin ur peul e templ va Doue ha ne yelo ken er-maez. Skrivañ a rin warnañ anv va Doue, hag anv kêr va Doue, ar Jeruzalem nevez a ziskenn eus an neñv eus kichen va Doue, ha va anv nevez.


An hini a drec’ho, me a lakaio anezhañ da azezañ ganin war va zron, evel ma em eus trec’het ha ma’z on azezet gant va Zad war e dron.


Neuze Samuel a lavaras: An AOTROU , ha kavout a ra plijadur el loskaberzhoù hag en aberzhoù, evel er sentidigezh ouzh mouezh an AOTROU? Setu, ar sentidigezh a zo gwelloc'h eget an aberzh, selaou outañ a zo gwelloc'h eget lard an tourzed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos