Doue a lavaras: Greomp an den en hor skeudenn, hervez hon heñveledigezh, ha ra reno war besked ar mor, war laboused an neñvoù, war ar chatal, war an douar holl ha war an holl stlejviled a ruz war an douar.
Sant Lucas 11:40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Tud diskiant! An hini en deus graet an diavaez, ha n’en deus ket graet ivez an diabarzh? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Tud diskiant ma’z oc’h! daoust hag an hini hen deuz great an diaveaz n’hen deuz ket great ive an diabarz? |
Doue a lavaras: Greomp an den en hor skeudenn, hervez hon heñveledigezh, ha ra reno war besked ar mor, war laboused an neñvoù, war ar chatal, war an douar holl ha war an holl stlejviled a ruz war an douar.
Neuze an AOTROU Doue a stummas an den eus poultrenn an douar hag a c'hwezhas en e zivfron ur c'hwezhadenn a vuhez. Hag an den a zeuas da vezañ un ene bev.
D'ar mestr-kaner; salm David. An diskiant en deus lavaret en e galon: N'eus Doue ebet! Breinet int, traoù euzhus o deus graet, n'eus den a rafe ar mad.
Tud eeun, betek pegeit e karot sotoni? Betek pegeit e kavo ar c’hoapaerien plijadur oc'h ober goap, hag e kasaio ar re ziboell an anaoudegezh?
Selaou eta kement-mañ, pobl sot ha diboell: Daoulagad hoc'h eus ha ne welit ket, divskouarn hoc'h eus ha ne glevit ket.
Diougan, komz an AOTROU diwar-benn Israel: Evel-henn e komz an AOTROU, en deus astennet an neñvoù, diazezet an douar, ha graet spered an den en e greiz:
Neuze e kouezhjont war o dremmoù hag e lavarjont: O Doue, Doue speredoù pep kig! Un den hepken en deus pec'het, hag e fulorfes a-enep an holl vodadenn?
Farizian dall! Naeta da gentañ an diabarzh eus an hanaf hag eus ar plad, evit ma teuio ivez an diavaez da vezañ naet.
Met Doue a lavaras dezhañ: Den diskiant! En noz-mañ memes, da ene a vo goulennet diganit. Ar pezh ac’h eus dastumet, da biv e vo?
Hag e lavaras dezho: O tud hep skiant ha tud a galon gorrek da grediñ kement en deus lavaret ar brofeded!
A-hend-all hon tadoù hervez ar c’hig o deus hor c’hastizet hag hon eus o enoret, ha ne sentimp ket muioc’h ouzh Tad ar speredoù evit kaout ar vuhez?