Sant Lucas 1:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ren a raio da virviken war diegezh Jakob hag e ren n’en devo ken a ziwezh. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ren a rai da viken var di Jacob, hag he rouantelez n’he devezo fin e‐bed. |
Da di ha da ren a vo asuret da viken dirak da zaoulagad, da dron a vo startaet da viken
Da viroù a zo lemm, mont a raint da galon enebourien ar roue, pobloù a gouezho dindanout.
Graet em eus un emglev gant an hini am eus dibabet. Graet em eus ul le da Zavid va servijer, o lavarout:
An tron a vo startaet gant an drugarez, ha warnañ ec'h azezo gant fealded, e teltenn David, ur barner a glasko ar varnedigezh hag a hasto ar reizhder.
Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma savin da Zavid un diwan reizh, a reno evel ur roue, a raio berzh, a raio hervez ar varnedigezh hag ar reizhder war an douar.
En amzer ar rouaned-se, Doue an neñvoù a savo ur rouantelezh na vo biken distrujet. Ar rouantelezh-mañ ne dremeno ket da ur bobl all, hag e vruzuno hag e kaso da netra an holl rouantelezhioù-se, hag hi hec'h-unan a bado da viken,
Met e diwezh an deizioù-se, me Nebukadnezar a savas va daoulagad war-zu an neñv, va skiant-vat a zistroas din, hag e vennigis an Uhel-Meurbet, hag e veulis anezhañ, ha rois gloar d'an Hini a vev da viken hag a zo e riegezh ur riegezh peurbadus, hag a bad e rouantelezh a oad da oad.
Eus va ferzh ez eo roet an urzh-mañ: E-barzh va holl rouantelezh, ra vo doujañs ha spont e-keñver Doue Daniel, rak an Doue bev eo, hag e chom da virviken, hag e rouantelezh ne vo ket distrujet, hag e ren a bado betek an diwezh.
met sent an Uhel-Meurbet a resevo ar rouantelezh, hag ar rouantelezh a vo dezho da virviken.
Hag ar rouantelezh, ar vestroniezh, braster ar rouantelezhioù a zo dindan an neñvoù a vo roet da bobl sent an Uhel-Meurbet. E rouantelezh a vo ur rouantelezh peurbadus, hag an holl c'halloudoù a servijo anezhañ hag a sento outañ.
Dieuberien a bigno war venez Sion evit barn menez Ezaü, hag ar rouantelezh a vo d'an AOTROU.
hag e rin un nemorant gant ar re gamm, hag ur vroad c'halloudus gant ar re a zo bet pellaet; hag an AOTROU a reno warno, war venez Sion, a-dal neuze ha da viken.
Jezuz a dostaas outo, a gomzas outo hag a lavaras: Pep galloud a zo bet roet din en neñv ha war an douar.
N’eo ket koulskoude m’en defe ger Doue deuet da netra. Rak ar re holl a zo deuet eus lignez Israel n’int ket Israel,
Evit ar re holl a heulio ar reolenn-se, ra vo ar peoc’h hag an drugarez warno ha war Israel Doue!
Rak ni a zo an amdroc’hidi, ni hag a azeul Doue er Spered, ni hag a gavomp gloar e Jezuz-Krist, ni ha ne lakaomp ket hor fiziañs er c’hig,
Met diwar-benn ar Mab, e lavar: O Doue! Da dron a chomo e kantvedoù ar c’hantvedoù, gwalenn da ren a zo ur walenn a reizhder,
Ar seizhvet ael a sonas, ha mouezhioù kreñv a voe klevet en neñv o lavarout: Rouantelezhioù ar bed a zo lakaet dindan galloud hon Aotrou hag e Grist. Eñ a reno e kantvedoù ar c’hantvedoù.