Laka da dostaat ouzhit, a-douez mibien Israel, Aaron da vreur gant e vibien, evit bezañ gouestlet da'm servij evel aberzhourien: Aaron, Nadab hag Abihu, Eleazar hag Itamar, mibien Aaron.
Leviegezh 8:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kemer Aaron hag e vibien gantañ, ar gwiskamantoù, eoul an oleviadur, ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ, an daou dourz ha paner ar bara hep goell, |
Laka da dostaat ouzhit, a-douez mibien Israel, Aaron da vreur gant e vibien, evit bezañ gouestlet da'm servij evel aberzhourien: Aaron, Nadab hag Abihu, Eleazar hag Itamar, mibien Aaron.
gwiskamantoù ar servij evit ober ar servij er santual, ar gwiskamantoù santel evit Aaron an aberzhour, gwiskamantoù e vibien evit ar servij evel aberzhourien.
An aberzhour a wisko e doneg lin, a lakaio brageier lin war e gig, a lamo al ludu o tont eus an tan en devo kuzumet al loskaberzh war an aoter hag o lakaio e-kichen an aoter.
Moizez a gemeras eoul an oleviadur, hag ec’h olevas an tabernakl hag an holl draoù a oa ennañ, hag e santelaas anezho.
Degas a reas tourz al loskaberzh, hag e lakaas Aaron hag e vibien o daouarn war benn an tourz.
Degas a reas an eil tourz, tourz ar gouestladur, hag e lakaas Aaron hag e vibien o daouarn war benn an tourz.
n’en deus ket ezhomm, evel ar veleien-veur, da ginnig bemdez aberzhoù, da gentañ evit e bec’hedoù e-unan, ha goude evit re ar bobl, rak graet en deus kement-se ur wech oc’h en em ginnig e-unan.