Aaron hag e vibien a lakae da vogediñ war aoter al loskaberzh ha war aoter ar c'hwezh-vat, hag e oant karget eus pep servij el lec'h santel-meurbet, hag e raent dic'haou evit Israel hervez kement en doa gourc'hemennet Moizez servijer an AOTROU .
Laka da dostaat ouzhit, a-douez mibien Israel, Aaron da vreur gant e vibien, evit bezañ gouestlet da'm servij evel aberzhourien: Aaron, Nadab hag Abihu, Eleazar hag Itamar, mibien Aaron.
Hag e lakai ar gourizoù da Aaron ha d'e vibien, hag e stagi ar mintroù dezho. Ar velegiezh a vo dezho dre ur gourc'hemenn peurbadus. Gouestlañ a ri Aaron hag e vibien.
Evel-se e voe echuet holl labour an tabernakl, teltenn an engalv. Mibien Israel a rejont evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez; ober a rejont evel-se.