Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 6:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 An aberzhour a wisko e doneg lin, a lakaio brageier lin war e gig, a lamo al ludu o tont eus an tan en devo kuzumet al loskaberzh war an aoter hag o lakaio e-kichen an aoter.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 6:10
22 Referencias Cruzadas  

ra gaso e sikour dit eus al lec'h santel, ra harpo ac'hanout eus Sion,


Met ar re zrouk a varvo, enebourien an AOTROU a vo kuzumet evel lard an oaned, mervel a raint, hag ez aint da vezañ moged.


Pa'z aint d'al leurenn diavaez, d'al leurenn diavaez etrezek ar bobl, e tiwiskint o dilhad ma o deus servijet ganto, hag o lakaint er c'hambroù santel, hag e wiskint dilhad all, evit na santelaint ket ar bobl gant o dilhad.


Ar bouzelloù hag an divhar a vo gwalc’het en dour, hag an aberzhour a ginnigo an holl hag o lakaio da vogediñ war an aoter. Ul loskaberzh e vo, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.


Ar bouzelloù hag an divhar a vo gwalc’het en dour, hag an aberzhour a lakaio da vogediñ an holl war an aoter. Ul loskaberzh e vo, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.


Gwiskañ a raio an doneg lin santel, brageier lin a vo war e gig, gourizet e vo gant ur gouriz lin ha goloet gant un diarenn lin; ar re-se eo ar gwiskamantoù santel. Gwalc’hiñ a raio e gorf en dour hag e wisko anezho.


Donezon ebet kinniget d’an AOTROU ne vo graet gant goell, rak ne lakaiot netra da vogediñ gant goell pe gant mel evel ur prof graet dre an tan d’an AOTROU.


Debriñ a raio boued e Zoue, traoù santel-meurbet ha traoù santel,


ar c’hole a-bezh, a gaso er-maez eus ar c’hamp d’ul lec’h glan, ma vez taolet ennañ al ludu, hag e tevo anezhañ war ar c’hoad en tan; devet e vo war ar bern ludu.


Neuze e tiwisko e wiskamantoù hag e wisko reoù all, hag e kaso al ludu er-maez eus ar c’hamp d’ul lec’h glan.


Pep paotr e-touez mibien Aaron a zebro dioutañ. Ur reolenn beurbadus eo a rummadoù da rummadoù diwar-benn ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU. Piv bennak a stoko outo a vo santelaet.


An aberzhour e-touez mibien Aaron a vo olevet war e lerc’h a ginnigo ar prof-mañ. Ur reolenn beurbadus eo dirak an AOTROU, devet e vo en e bezh.


Kemer Aaron hag e vibien gantañ, ar gwiskamantoù, eoul an oleviadur, ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ, an daou dourz ha paner ar bara hep goell,


En em zispartiit diouzh ar vodadenn-mañ, hag e kuzumin anezho en un taol kont.


Un tan a zeuas a-berzh an AOTROU hag a guzumas an daou c'hant hag hanter-kant den a ginnige ar c'hwezh-vat.


An armeoù a zo en neñv a heulie anezhañ war gezeg gwenn; gwisket e oant gant lin fin, gwenn, glan.


Roet eo bet dezhi d’en em wiskañ gant lin fin, glan, lugernus. Rak al lin fin eo oberoù reizh ar sent.


Unan eus an henaourien a gemeras ar gomz hag a lavaras din: Ar re a zo gwisket gant saeoù gwenn, piv int hag a-belec’h ez int deuet?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos