Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 6:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Neuze e tiwisko e wiskamantoù hag e wisko reoù all, hag e kaso al ludu er-maez eus ar c’hamp d’ul lec’h glan.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 6:11
14 Referencias Cruzadas  

E-pad seizh devezh e ri an dic'haou evit an aoter hag e ouestli anezhi, hag an aoter a vo un dra santel-meurbet. Kement a stoko ouzh an aoter a vo gouestlet.


Pa'z aint d'al leurenn diavaez, d'al leurenn diavaez etrezek ar bobl, e tiwiskint o dilhad ma o deus servijet ganto, hag o lakaint er c'hambroù santel, hag e wiskint dilhad all, evit na santelaint ket ar bobl gant o dilhad.


Kaset e vo er-maez eus ar c’hamp ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ hag ar bouc’h evit an aberzh-dic’haouiñ, a oa bet degaset o gwad el lec’h santel evit ober an dic’haou; o c’hrec’hin, o c’hig hag o fank a vo devet en tan.


Bez’ e vint evit Aaron hag e vibien, hag o debriñ a raint el lec’h santel, rak e vo un dra santel-meurbet e-touez ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU. Ur reolenn beurbadus eo.


ar c’hole a-bezh, a gaso er-maez eus ar c’hamp d’ul lec’h glan, ma vez taolet ennañ al ludu, hag e tevo anezhañ war ar c’hoad en tan; devet e vo war ar bern ludu.


Degaset a raio ar c’hole er-maez eus ar c’hamp, hag e tevo anezhañ evel m’en deus devet ar c’hole kentañ. Un aberzh-dic’haouiñ e vo evit ar vodadenn.


An aberzhour a wisko e doneg lin, a lakaio brageier lin war e gig, a lamo al ludu o tont eus an tan en devo kuzumet al loskaberzh war an aoter hag o lakaio e-kichen an aoter.


An tan war an aoter a vo dalc’het enaouet enni, ne varvo ket. An aberzhour a enaouo enni koad bep beure, a renko al loskaberzh war an tan hag a lakaio da vogediñ lard an aberzhoù a drugarekadennoù.


Setu ar prof a ginnigo Aaron hag e vibien d’an AOTROU d’an deiz ma vint olevet: un dekvedenn efa (1/10 efa   3 l) flour bleud evel donezon beurbadus, un hanter diouzh ar beure hag un hanter diouzh an abardaez.


An aberzhour e-touez mibien Aaron a vo olevet war e lerc’h a ginnigo ar prof-mañ. Ur reolenn beurbadus eo dirak an AOTROU, devet e vo en e bezh.


Pep den e-touez an aberzhourien a zebro dioutañ; debret e vo el lec’h santel. Un dra santel-meurbet eo.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos