22 Degas a reas an eil tourz, tourz ar gouestladur, hag e lakaas Aaron hag e vibien o daouarn war benn an tourz.
Hounnezh eo lezenn al loskaberzh, an donezon, an aberzh-dic’haouiñ, an aberzh a gablusted, ar gouestladur hag an aberzh a drugarekadennoù,
Kemer Aaron hag e vibien gantañ, ar gwiskamantoù, eoul an oleviadur, ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ, an daou dourz ha paner ar bara hep goell,
Moizez a gemeras ar bruched hag a hejas anezhañ evel ur prof dirak an AOTROU; diouzh an tourz a c’houestladur e voe lodenn Voizez, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.
hag en em santelaan va-unan evito, evit ma vint ivez santelaet er wirionez.
Ha drezañ eo ez oc’h e Jezuz-Krist, an hini a zo bet graet deomp a-berzh Doue, furnez, reizhder, santeladur ha dasprenadur,
Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.
Ezhec’h, karit ho kwragez evel m’en deus ivez Krist karet an Iliz hag eo en em roet e-unan eviti,
evit he lakaat dirazañ evel an Iliz leun a c’hloar, hep saotr na roufenn na netra eus ar seurt-se, met santel ha divlam.