Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 8:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 Moizez a lazhas anezhañ, a gemeras eus e wad a lakaas war flipezenn skouarn dehou Aaron, war veud e zorn dehou ha war veud e droad dehou.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 8:23
18 Referencias Cruzadas  

Hag e lazhi an tourz. Kemer a ri eus e wad, e lakai anezhañ war flipezenn skouarn dehou Aaron ha war flipezenn skouarn dehou e vibien, war veud o dorn dehou ha war veud o zroad dehou, hag e skuilhi ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.


Kemer a ri eus ar gwad a vo war an aoter hag eus eoul an oleviadur, hag e sparfi ganto Aaron hag e wiskamantoù, e vibien ha gwiskamantoù e vibien gantañ. Evel-se e vo santelaet eñ hag e wiskamantoù, e vibien ha gwiskamantoù e vibien gantañ.


An aberzhour a gemero eus gwad an aberzh a gablusted hag an aberzhour en lakaio war flipezenn skouarn dehou an hini da c’hlanaat, war veud e zorn dehou ha war veud e droad dehou.


An aberzhour a lakaio eus an eoul a vo manet en e zorn war flipezenn skouarn dehou an hini da c’hlanaat, war veud e zorn dehou ha war veud e droad dehou, dreist gwad an aberzh a gablusted.


Lazhañ a raio oan an aberzh a gablusted. An aberzhour a gemero eus gwad an aberzh a gablusted hag en lakaio war flipezenn skouarn dehou an hini da c’hlanaat, war veud e zorn dehou ha war veud e droad dehou.


An aberzhour a lakaio eus an eoul a vo en e zorn war flipezenn skouarn dehou an hini da c’hlanaat, war veud e zorn dehou ha war veud e droad dehou, dreist gwad an aberzh a gablusted.


Hounnezh eo lezenn al loskaberzh, an donezon, an aberzh-dic’haouiñ, an aberzh a gablusted, ar gouestladur hag an aberzh a drugarekadennoù,


Ho pediñ a ran eta, breudeur, dre drugarez Doue, da ginnig ho korfoù en aberzh bev, santel, plijus da Zoue, ar pezh a zo ul lid dereat eus ho perzh.


Na roit ket hoc’h izili d’ar pec’hed evit bezañ binvioù a zireizhder, met en em roit hoc’h-unan da Zoue evel tud deuet eus ar marv d’ar vuhez, ha roit hoc’h izili evel binvioù a reizhder evit Doue.


Komz a ran hervez giz an dud abalamour da zinerzhded ho kig. Evel eta ma hoc’h eus roet hoc’h izili da sklavourien d’an hudurniezh ha d’ar fallentez evit ar fallentez, evel-se roit hoc’h izili bremañ da sklavourien d’ar reizhder evit ar santeladur.


da Iliz Doue a zo e Korint, d’ar re a zo bet santelaet e Jezuz-Krist, galvet da vezañ santel, gant ar re holl a c’halv e pelec’h bennak e vefent anv an Aotrou Jezuz-Krist, o Aotrou hag hon hini:


Ha drezañ eo ez oc’h e Jezuz-Krist, an hini a zo bet graet deomp a-berzh Doue, furnez, reizhder, santeladur ha dasprenadur,


rak dasprenet oc’h bet gant ur priz bras. Roit eta gloar da Zoue en ho korf hag en ho spered, ar re a zo da Zoue.


hervez va gortoz start ha va esperañs, penaos ne’m bo mezhegezh e netra, met penaos en holl fiziañs e vo rentet gloar da Grist em c’horf c’hoazh bremañ evel bepred, pe dre va buhez pe dre va marv.


Ha zoken ma’z on skuilhet war an aberzh hag ar servij eus ho feiz, em eus levenez a gement-se, hag en em laouenaan ganeoc’h holl.


En em virit diouzh pep doare a zroug.


A-dra-sur, e oa dereat penaos an hini emañ an holl draoù evitañ ha drezañ, o fellout dezhañ degas d’ar gloar meur a vibien, a lakaje da vezañ peurvat dre boanioù Priñs o silvidigezh.


en deus desket ar sentidigezh dre an traoù en deus gouzañvet, petra bennak ma oa Mab.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos