Hag holl vodadeg Juda, gant an aberzhourien hag al Levited, hag an holl vodadeg deuet eus Israel, hag an diavaezidi deuet eus bro Israel pe o chom e Juda, a laouenaas.
Neuze Salomon a zastumas e Jeruzalem henaourien Israel, holl bennoù ar meuriadoù, ha pennoù-tadoù mibien Israel, evit dougen arc'h emglev an AOTROU eus kêr David, a zo Sion.
Ar roue Salomon hag holl vodadenn Israel dastumet en e gichen a oa dirak an arc'h, oc'h aberzhiñ deñved hag ejened, en niver ken bras ma ne c'hellent ket o c'hontañ nag o niveriñ.
An holl bobl en em zastumas evel un den hepken war al leurenn a zo dirak dor an Doureier. Hag e lavarjont da Ezdra ar skrib degas levr lezenn Moizez, he doa kemennet an AOTROU da Israel.
Kemer ar wialenn ha dastum ar vodadenn, te hag Aaron da vreur, komzit ouzh ar roc'h dirazo, hag e roio he dour. Ober a ri d'an dour mont er-maez eus ar roc'h evito, hag e roi da evañ d'ar vodadenn ha d'o loened.