Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 8:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Moizez a reas ar pezh en doa gourc’hemennet an AOTROU dezhañ, hag ar vodadenn a voe dastumet ouzh digor teltenn an engalv.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 8:4
19 Referencias Cruzadas  

Gant limestra, tane ha ruz-moug e rejont gwiskamantoù evit ar servij, evit ober ar servij er santual, hag e rejont ar gwiskamantoù santel evit Aaron, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.


Staget e voe ar gwisk-bruched dre e lagadennoù ouzh lagadennoù an efod gant ur gordennig limestra, evit ma talc'hje war gouriz an efod ha na zistagje ket ar gwisk-bruched diouzh an efod, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.


ur c'hloc'hig aour hag ur c'hreunadezenn, ur c'hloc'hig aour hag ur c'hreunadezenn, ouzh gouremoù ar sae tro-war-dro, evit ober ar servij, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.


ar gouriz e lin fin plañsonet, limestra, tane ha ruz-mouk, en oberenn broderezh, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.


Lakaet e voe ur gouriz dreist an efod, hag e oa eus an hevelep pezh hag eus an hevelep labour, graet gant aour, limestra, tane, ruz-moug ha lin fin plañsonet, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.


Lakaet e voent war skoazgennoù an efod evel mein-eñvor evit mibien Israel, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.


Moizez a lakaas mibien Aaron da dostaat, hag e lakaas dezho tonegoù, e c’hourizas anezho gant gourizoù hag e stagas dezho mintroù, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.


Met ar c’hole, e groc’hen, e gig hag e fank a zevas en tan er-maez eus ar c’hamp, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.


Moizez a gemeras ar bruched hag a hejas anezhañ evel ur prof dirak an AOTROU; diouzh an tourz a c’houestladur e voe lodenn Voizez, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.


ha dastum ar vodadenn ouzh digor teltenn an engalv.


Neuze e chomot seizh devezh, deiz ha noz, ouzh digor teltenn an engalv, hag e virot kefridi an AOTROU evit na varvot ket, rak evel-se eo bet gourc’hemennet din.


Moizez a lavaras d’ar vodadenn: Setu amañ ar pezh en deus gourc’hemennet an AOTROU ober.


e lakaas an diarenn war e benn, e lec’hias war ziaraog an diarenn, war e dal, an talgen, ar gurunenn santel, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.


hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc’hemennet deoc’h. Ha setu, emaon ganeoc’h bemdez betek fin ar bed. Amen.


Rak resevet em eus digant an Aotrou ar pezh am eus ivez kelennet deoc’h, penaos an Aotrou Jezuz, en noz ma oa droukroet, a gemeras bara


Kelennet em eus deoc’h da gentañ ar pezh am eus ivez resevet, penaos Krist a zo marvet evit hor pec’hedoù hervez ar Skriturioù,


Mirout a reot an holl draoù a c'hourc'hemennan dit hag e reot diouto, ha ne lakaiot netra ouzhpenn enno ha ne lammot netra diouto.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos