5 Moizez a lavaras d’ar vodadenn: Setu amañ ar pezh en deus gourc’hemennet an AOTROU ober.
Moizez a reas ar pezh en doa gourc’hemennet an AOTROU dezhañ, hag ar vodadenn a voe dastumet ouzh digor teltenn an engalv.
Moizez a lakaas Aaron hag e vibien da dostaat, hag e walc’has anezho gant dour.