Pa’z aint e teltenn an engalv, en em walc’hint gant dour evit na varvint ket. Pa dostaint ouzh an aoter evit ober ar servij, evit lakaat da vogediñ ar prof graet dre an tan d’an AOTROU ,
Gwiskañ a raio an doneg lin santel, brageier lin a vo war e gig, gourizet e vo gant ur gouriz lin ha goloet gant un diarenn lin; ar re-se eo ar gwiskamantoù santel. Gwalc’hiñ a raio e gorf en dour hag e wisko anezho.
Hag evel-se e oa hiniennoù ac’hanoc’h. Met gwalc’het oc’h bet, met santelaet oc’h bet, met reishaet oc’h bet en anv an Aotrou Jezuz hag e Spered hon Doue.
tostaomp gant ur galon wirion hag ur fiziañs leun a feiz, o kaout ar c’halonoù glanaet eus loustoni ur goustiañs fall hag ar c’horf gwalc’het gant dour pur.
Me a lavaras dezhañ: Aotrou, te a oar. Hag e lavaras din: Bez’ int ar re a zo deuet eus an trubuilh bras, gwalc’het o deus o saeoù ha gwennet anezho e gwad an Oan.