Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 8:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Hag e lakaas dezhañ an doneg, e c’hourizas anezhañ gant ar gouriz, e wiskas anezhañ gant ar sae, e lakaas warnañ an efod, e c’hourizas anezhañ gant gouriz an efod en doa gwisket anezhañ gantañ,

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 8:7
12 Referencias Cruzadas  

Ober a ri da Aaron da vreur gwiskamantoù santel, evit e c'hloar hag e gaerder.


Setu ar gwiskamantoù a raint: Ur gwisk-bruched, un efod, ur sae, un doneg brodet, un diarenn hag ur gouriz. Ober a raint gwiskamantoù santel da Aaron da vreur ha d'e vibien, evit bezañ gouestlet da'm servij evel aberzhourien.


Ober a raint an efod gant aour, limestra, tane, ruz-moug ha lin fin plañsonet, evel un oberenn arzour.


Kemer a ri ar gwiskamantoù hag e wiski Aaron gant an doneg, gant sae an efod, gant an efod ha gant ar gwisk-bruched, hag e c'hourizi anezhañ gant gouriz an efod,


Laouenaat kalz a rin en AOTROU, va ene a drido em Doue, rak va gwisket en deus gant dilhad ar silvidigezh, ha va goloet gant mantell ar reizhder, evel ma en em fich ur pried gant e gurunenn, hag en em gempenn ur plac'h nevez gant he bravigoù.


evit embann da re Sion a zo e kañv ez eo roet dezho ur gurunenn e-lec'h ludu, eoul a levenez e-lec'h kañvoù, ur vantell a veuleudi e-lec'h ur spered mantret, ken ma vint anvet dervennoù ar reizhder, plantadeg an AOTROU, evit ma resevo-eñ gloar.


Pa vo deuet an aberzhourien e-barzh, ned aint ket eus al lec'h santel d'al leurenn diavaez, met eno e lezint o dilhad ma reont ar servij ganto, rak santel int, hag e wiskint dilhad all evit tostaat ouzh ar bobl.


Ha gwiskit an Aotrou Jezuz-Krist, na selaouit ket ar c’hig en e zroukc’hoantoù.


reizhder Doue dre ar feiz eus Jezuz-Krist, evit ar re holl ha war ar re holl a gred. Rak n’eus diforc’h ebet,


c’hwi-holl hag a zo bet badezet e Krist, hoc’h eus gwisket Krist warnoc’h.


E zibabet em eus a-douez holl veuriadoù Israel, evit bezañ va aberzhour, evit kinnig war va aoter, evit lakaat da vogediñ ezañs, evit dougen an efod dirazon, hag em eus roet da di da dad an holl brofoù graet dre an tan eus mibien Israel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos