Hag e lavaras din: Kambroù an hanternoz ha kambroù ar c'hreisteiz, ar re a zo dirak ar pennad a zisparti, eo ar c'hambroù santel; eno, an aberzhourien hag a dosta ouzh an AOTROU a zebro an traoù santel-meurbet. Eno e lakaint an traoù santel-meurbet, an donezonoù, an aberzhoù-dic'haouiñ, an aberzhoù a gablusted, rak al lec'h-mañ a zo santel.
Mar doug unan bennak kig santelaet e pleg e vantell, ha ma stok gant ar vantell-se ouzh bara, pe ouzh ur meuz poazhet, pe gwin, pe eoul, pe ur boued bennak, daoust hag-eñ e teu an dra-se da vezañ santel? An aberzhourien a respontas o lavarout: Ne zeu ket.