Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 6:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 Pep den e-touez an aberzhourien a zebro dioutañ. Un dra santel-meurbet eo.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 6:29
7 Referencias Cruzadas  

Hag e lavaras din: Kambroù an hanternoz ha kambroù ar c'hreisteiz, ar re a zo dirak ar pennad a zisparti, eo ar c'hambroù santel; eno, an aberzhourien hag a dosta ouzh an AOTROU a zebro an traoù santel-meurbet. Eno e lakaint an traoù santel-meurbet, an donezonoù, an aberzhoù-dic'haouiñ, an aberzhoù a gablusted, rak al lec'h-mañ a zo santel.


Komz da Aaron ha d’e vibien ha lavar: Setu lezenn an aberzh-dic’haouiñ: El lec’h ma vez lazhet al loskaberzh, e vo lazhet an aberzh-dic’haouiñ dirak an AOTROU. Un dra santel-meurbet eo.


An aberzhour hag a ginnigo an aberzh-dic’haouiñ a zebro anezhañ; debret e vo el lec’h santel, war leurenn teltenn an engalv


Pep den e-touez an aberzhourien a zebro dioutañ; debret e vo el lec’h santel. Un dra santel-meurbet eo.


Mar doug unan bennak kig santelaet e pleg e vantell, ha ma stok gant ar vantell-se ouzh bara, pe ouzh ur meuz poazhet, pe gwin, pe eoul, pe ur boued bennak, daoust hag-eñ e teu an dra-se da vezañ santel? An aberzhourien a respontas o lavarout: Ne zeu ket.


Debriñ a reot an traoù santel-meurbet; pep paotr a zebro diouto, santel e vint.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos