Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 21:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Debriñ a raio boued e Zoue, traoù santel-meurbet ha traoù santel,

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 21:22
19 Referencias Cruzadas  

Moizez a lavaras da Aaron, ha da Eleazar ha da Itamar, ar vibien a vane dezhañ: Kemerit an donezonoù a zo manet eus ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU, hag henn debrit hep goell e-kichen an aoter, rak un dra santel-meurbet eo.


Perak n’hoc’h eus ket debret an aberzh-dic’haouiñ el lec’h santel? Un dra santel-meurbet eo, hag eo bet roet deoc’h evit dougen direizhder ar vodadenn heg evit ober dic’haou evito dirak an AOTROU.


Lazhañ a raio an oan el lec’h ma vez lazhet an aberzh-dic’haouiñ hag al loskaberzh, el lec’h santel, rak, evel ma’z eo an aberzh-dic’haouiñ evit an aberzhour, an aberzh a gablusted a zo evitañ ivez. Un dra santel-meurbet eo.


Ar pezh a vo manet eus an donezon a vo evit Aaron hag evit e vibien. Un dra santel-meurbet e vo e-touez ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU.


Ar pezh a vo manet eus an donezon a vo evit Aaron hag evit e vibien. Un dra santel-meurbet e vo e-touez ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU.


met ne d-aio ket war-zu ar ouel, ne dostaio ket ouzh an aoter, rak ur si a zo ennañ; ne zisakro ket va santualioù. Me eo an AOTROU a santela anezho.


Ne gemerot ket eus daouarn an diavaezidi un hevelep loen evit e ginnig evel boued ho Toue, rak e namm a zo ur si ennañ, ha ne vo ket degemeret.


goude kuzh-heol e vo glan, hag e tebro traoù santel, rak e voued eo.


Kement a vo lakaet da verz, pep tra hag en devo lakaet un den da verz evit an AOTROU eus ar pezh a zo dezhañ, den, loen, park eus e berc’henniezh, ne c’hello ket bet gwerzhet na dasprenet. Pep tra lakaet da verz a zo santelaet holl d’an AOTROU.


An aberzhour a wisko e doneg lin, a lakaio brageier lin war e gig, a lamo al ludu o tont eus an tan en devo kuzumet al loskaberzh war an aoter hag o lakaio e-kichen an aoter.


Pep den e-touez an aberzhourien a zebro dioutañ. Un dra santel-meurbet eo.


Setu lezenn an aberzh a gablusted. Un dra santel-meurbet eo.


Pep den e-touez an aberzhourien a zebro dioutañ; debret e vo el lec’h santel. Un dra santel-meurbet eo.


Roet em eus dit an holl brofoù savet e-touez an traoù santel a ginnigo mibien Israel d'an AOTROU, dit, da'z mibien ha da'z merc'hed ganit, ur reolenn beurbadus eo. Un emglev holen eo ha da viken dirak an AOTROU, evidout hag evit da lignez ganit.


Ha n’ouzoc’h ket penaos ar re a ra ar servij santel a zebr eus traoù an templ, ha penaos ar re a servij an aoter o deus lod en aoter?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos