Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 7:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 An aberzhour o lakaio da vogediñ war an aoter evel ur prof graet dre an tan dirak an AOTROU. Un aberzh a gablusted e vo.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 7:5
13 Referencias Cruzadas  

Ar bouzelloù hag an divhar a vo gwalc’het en dour, hag an aberzhour a ginnigo an holl hag o lakaio da vogediñ war an aoter. Ul loskaberzh e vo, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.


Ar bouzelloù hag an divhar a vo gwalc’het en dour, hag an aberzhour a lakaio da vogediñ an holl war an aoter. Ul loskaberzh e vo, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.


An aberzhour a lakaio da vogediñ o eñvor, ul lodenn eus an tañvouezennoù friket hag eus an eoul gant an holl ezañs. Ur prof graet dre an tan d’an AOTROU e vo.


E degas a raio d’an aberzhourien, mibien Aaron; kemer a raio un dornad flour bleud gant eoul ha gant an holl ezañs; an aberzhour a lakaio an eñvor a gement-se da vogediñ war an aoter. Ur prof graet dre an tan e vo, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.


An aberzhour a savo diwar an donezon an eñvor hag a lakaio anezhañ da vogediñ war an aoter. Ur prof graet dre an tan e vo, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.


An aberzhour a lakaio da vogediñ kement-se war an aoter. Ar boued eus ur prof graet dre an tan e vo, ur c’hwezh dudius; an holl lard a vo d’an AOTROU.


Kinnig a raio eus an aberzh a drugarekadennoù ur prof graet dre an tan dirak an AOTROU, al lard a c’holo ar bouzelloù hag al lard a zo a-us d’ar bouzelloù,


Ma ne c’hell ket pourchas un oan pe ur c’havr, e kinnigo d’an AOTROU evel aberzh a gablusted evit ar pezh en devo graet div durzhunell pe div goulm yaouank, unan evel aberzh-dic’haouiñ hag eben evel loskaberzh.


an div lounezhenn, al lard a zo en-dro dezho hag a c’holo an divgroazell, hag ar flipezenn a zo war an avu gant an div lounezhenn a vo lamet.


Pep den e-touez an aberzhourien a zebro dioutañ; debret e vo el lec’h santel. Un dra santel-meurbet eo.


Kroazstaget on bet asambles gant Krist ha, mar bevan, n’eo ket me ken a vev met Krist eo a vev ennon. Mar bevan c’hoazh er c’hig, e vevan dre ar feiz e Mab Doue en deus va c’haret hag a zo en em roet e-unan evidon.


Ar re a zo da Grist o deus kroazstaget ar c’hig gant e youloù drouk hag e c’hoantegezhioù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos