Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 7:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Pep den e-touez an aberzhourien a zebro dioutañ; debret e vo el lec’h santel. Un dra santel-meurbet eo.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 7:6
11 Referencias Cruzadas  

Hag e lavaras din: Kambroù an hanternoz ha kambroù ar c'hreisteiz, ar re a zo dirak ar pennad a zisparti, eo ar c'hambroù santel; eno, an aberzhourien hag a dosta ouzh an AOTROU a zebro an traoù santel-meurbet. Eno e lakaint an traoù santel-meurbet, an donezonoù, an aberzhoù-dic'haouiñ, an aberzhoù a gablusted, rak al lec'h-mañ a zo santel.


Ar pezh a vo manet eus an donezon a vo evit Aaron hag evit e vibien. Un dra santel-meurbet e vo e-touez ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU.


Debriñ a raio boued e Zoue, traoù santel-meurbet ha traoù santel,


Neuze e tiwisko e wiskamantoù hag e wisko reoù all, hag e kaso al ludu er-maez eus ar c’hamp d’ul lec’h glan.


Pep den e-touez an aberzhourien a zebro dioutañ. Un dra santel-meurbet eo.


An aberzhour o lakaio da vogediñ war an aoter evel ur prof graet dre an tan dirak an AOTROU. Un aberzh a gablusted e vo.


Mar doug unan bennak kig santelaet e pleg e vantell, ha ma stok gant ar vantell-se ouzh bara, pe ouzh ur meuz poazhet, pe gwin, pe eoul, pe ur boued bennak, daoust hag-eñ e teu an dra-se da vezañ santel? An aberzhourien a respontas o lavarout: Ne zeu ket.


Sellit ouzh Israel hervez ar c’hig. Ar re a zebr aberzhoù, ha n’o deus ket kenunvaniezh gant an aoter?


Ha n’ouzoc’h ket penaos ar re a ra ar servij santel a zebr eus traoù an templ, ha penaos ar re a servij an aoter o deus lod en aoter?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos