Ober a ri an hevelep tra eus da oc'hen hag eus da zeñved. O c’hentañ-ganet a vi seizh devezh gant o mamm, d'an eizhvet deiz e roi anezhañ din.
Leviegezh 7:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lard ul loen marv pe lard ul loen diframmet a c’hello servijañ da implijoù a bep seurt, met n’en debrot ket. |
Ober a ri an hevelep tra eus da oc'hen hag eus da zeñved. O c’hentañ-ganet a vi seizh devezh gant o mamm, d'an eizhvet deiz e roi anezhañ din.
C'hwi a vo tud santel din. Ne zebrot ket a gig drailhet er parkeier, e deurel a reot d'ar chas.
Neuze e lavaris: A! AOTROU Aotrou! Setu, va ene n'eo ket bet saotret, adalek va yaouankiz betek vremañ ne'm eus debret na gorf marv na loen diframmet, ha kig dic'hlan ebet n'eo aet em genoù.
An aberzhourien ne zebrint ket ar c'hig eus ul loen marvet anezhañ e-unan pe diframmet, labous pe pevarzroadeg.
Pep den, henvroad pe diavaeziad, a zebro ul loen marv pe diframmet, a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz. Neuze e vo glan.
An hini a zebro lard al loened a zo kinniget evel profoù graet dre an tan d’an AOTROU, an den-se a vo lamet eus e bobl.
Ne zebrot ket ul loen marvet anezhañ e-unan; e reiñ a ri d'an diavaeziad a vo e-barzh da zorojoù hag eñ en debro, pe en gwerzhi d'un diavaeziad, rak ur bobl santel ez out evit an AOTROU da Zoue. Ne boazhi ket ar menn-gavr e laezh e vamm.