Leviegezh 17:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
15 Pep den, henvroad pe diavaeziad, a zebro ul loen marv pe diframmet, a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz. Neuze e vo glan.
Neuze e lavaris: A! AOTROU Aotrou! Setu, va ene n'eo ket bet saotret, adalek va yaouankiz betek vremañ ne'm eus debret na gorf marv na loen diframmet, ha kig dic'hlan ebet n'eo aet em genoù.
Kement a gerzh war e dreid a-douez an holl loened a gerzh war bevar droad, a vo dic’hlan evidoc’h; an hini a stoko ouzh o c’horfoù marv a vo dic’hlan betek an noz,
Pa gouezho ur pezh bennak eus o c’horfoù marv war un dra bennak, an dra-se a vo dic’hlan, benveg-koad, dilhad, kroc’hen, sac’h, pep tra a vez graet implij anezhañ; lakaet e vo en dour hag e vo dic’hlan betek an noz, ha neuze e vo glan.
an hini a zebro eus e gorf marv a ganno e zilhad hag a vo dic’hlan betek an noz, hag an hini a zougo e gorf marv a ganno e zilhad hag a vo dic’hlan betek an noz.
An hini a stoko ouzh un dra bennak a zo bet dindanañ, a vo dic’hlan betek an noz, hag an hini a zougo an dra-se, a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.
An den glan a raio sparfadur war an hini dic'hlan d'an trede deiz ha d'ar seizhvet deiz, hag e c'hlanaat a raio d'ar seizhvet deiz. Hag e kanno e zilhad hag en em walc'ho en dour, glan e vo d'an noz.
Ur reolenn beurbadus e vo evito. An hini a raio sparfadur eus an dour a zisparti a ganno e zilhad, hag an hini a stoko ouzh an dour a zisparti a vo dic'hlan betek an noz.
Ne zebrot ket ul loen marvet anezhañ e-unan; e reiñ a ri d'an diavaeziad a vo e-barzh da zorojoù hag eñ en debro, pe en gwerzhi d'un diavaeziad, rak ur bobl santel ez out evit an AOTROU da Zoue. Ne boazhi ket ar menn-gavr e laezh e vamm.
Me a lavaras dezhañ: Aotrou, te a oar. Hag e lavaras din: Bez’ int ar re a zo deuet eus an trubuilh bras, gwalc’het o deus o saeoù ha gwennet anezho e gwad an Oan.