Rak kalon ar bobl-mañ a zo deuet digizidik. Pounnerglevet o deus o divskouarn ha serret o deus o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c’halon da gompren, na zistrofent, ha na yac’hafen anezho.
Perak hoc'h eus pellaet gant taolioù-treid va aberzh ha va donezon am eus gourc'hemennet d'ober em chomlec'h? Hag ec'h eus enoret da vibien muioc'h egedon, evit en em lardañ gant ar gwellañ eus donezonoù Israel va fobl?