Leviegezh 7:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An nemorant eus kig an aberzh a vo devet en tan d’an trede deiz. |
Ne lezot mann ebet dioutañ betek ar beure, hag ar pezh a vano dioutañ a-benn ar beure a zevot en tan.
Ra vint prest evit an trede deiz, rak d'an trede deiz an AOTROU a ziskenno dirak daoulagad an holl bobl war Venez Sinai.
Met deviñ a ri en tan, er-maez eus ar c'hamp, kig ar c'hole, e groc'hen hag e fank. Un aberzh eo evit ar pec'hed.
Mar chom kig a ouestladur ha bara betek an deiz war-lerc'h, e tevi ar pezh a chomo en tan. Ne vo ket debret diouto, rak santelaet int bet.
Goude daou zevezh hol lakaio da advevañ, ha d'an trede devezh hon adsavo, hag e vevimp dirazañ.
Moizez a glaskas bouc’h an aberzh-dic’haouiñ, ha setu, e oa bet devet. Neuze e kounnaras ouzh Eleazar hag Itamar, ar vibien a vane da Aaron, hag e lavaras:
Debret e vo da zeiz an aberzh pe d’an deiz war-lerc’h; ar pezh a vo manet betek an trede deiz a vo devet en tan.