Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 10:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Moizez a glaskas bouc’h an aberzh-dic’haouiñ, ha setu, e oa bet devet. Neuze e kounnaras ouzh Eleazar hag Itamar, ar vibien a vane da Aaron, hag e lavaras:

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 10:16
12 Referencias Cruzadas  

mab Abishua, mab Fineaz, mab Eleazar, mab Aaron an aberzhour-meur,


Ne vo ket poazhet gant goell. O lodenn eo, an hini am eus roet dezho diwar va frofoù graet dre an tan. Un dra santel-meurbet eo, evel an aberzh-dic’haouiñ hag evel an aberzh a gablusted.


An aberzhour hag a ginnigo an aberzh-dic’haouiñ a zebro anezhañ; debret e vo el lec’h santel, war leurenn teltenn an engalv


Met aberzh-dic’haouiñ ebet, a vo kaset gwad diouto e-barzh teltenn an engalv evit ober dic’haou el lec’h santel, ne vo debret; devet e vo en tan.


Degas a reas prof ar bobl. Kemer a reas bouc’h an aberzh-dic’haouiñ evit ar bobl, en lazhas hag en kinnigas evit ar pec’hed evel an hini kentañ.


Komz a ri da vibien Israel hag e lavari: Kemerit ur bouc’h evit un aberzh-dic’haouiñ, ul leue hag un oan eus ur bloaz, disi, evit ul loskaberzh,


Moizez a oa un den habask-meurbet, muioc'h eget hini ebet eus ar re a oa war an douar.


Met me a lavar deoc’h penaos piv bennak a fuloro ouzh e vreur hep abeg a zellezo bezañ barnet, an hini a lavaro d’e vreur: Raka! a zellezo bezañ kastizet gant ar sanedrin, hag an hini a lavaro d’e vreur: Diskiant! a zellezo bezañ kastizet gant tan ar gehenn.


Jezuz, o welout-se, a yeas droug ennañ hag a lavaras dezho: Lezit ar vugale vihan da zont davedon ha na zifennit ket outo, rak rouantelezh Doue a zo d’ar re a zo heñvel outo.


Neuze, o sellout gant fae ouzh ar re a oa en-dro dezhañ hag o vezañ glac’haret eus kaleter o c’halon, e lavaras d’an den-se: Astenn da zorn. Astenn a reas anezhañ hag e teuas yac’h evel egile.


Mar en em lakait e fulor, na bec’hit ket, ra ne guzho ket an heol war ho fulor


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos