Leviegezh 7:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Mar kinnig unan bennak anezhañ evit trugarekaat, e kinnigo gant an aberzh gwestell hep goell mezet gant eoul, bignez hep goell strinket gant eoul ha gwestell flour bleud kemmesket mezet gant eoul.
Ezekiaz a gomzas o lavarout: Bremañ hoc'h eus kensakret ho taouarn d'an AOTROU, tostait, degasit an aberzhoù hag aberzhoù a veuleudi da di an AOTROU. Hag ar vodadenn a zegasas an aberzhoù hag aberzhoù a veuleudi, hag an holl re o doa ur galon a-youl-vat a ginnigas loskaberzhoù.
Kinniget e voe en deiz-se aberzhoù bras, hag e voent laouenaet, rak Doue a laouenaas anezho gant ul levenez bras. Ar maouezed hag ar vugale a voe laouenaet ivez, ha levenez Jeruzalem a voe klevet a-bell.
mouezh a joa ha mouezh a levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, mouezh ar re a lavaro: Meulit AOTROU an armeoù, rak an AOTROU a zo mat, rak e drugarez a bad da viken, ha mouezh ar re a zegas aberzhoù a veuleudi da di an AOTROU. Rak re zalc'het ar vro a zegasin en-dro, evel diagent, eme an AOTROU.
Kemerit ganeoc'h komzoù, ha distroit d'an AOTROU. Lavarit dezhañ: Pardon an holl zireizhder, hon degemer mat, kinnig a reomp dit evel aberzh koleoù meuleudi hor muzelloù.
Lakait da vogediñ un aberzh a veuleudi gant goell! Embannit ar profoù a youl vat hag o disklêriit! Rak eno emañ ar pezh a garit, mibien Israel, eme an Aotrou AOTROU.
rak, goude bezañ anavezet Doue, n’o deus ket roet gloar dezhañ evel da Zoue ha n’o deus ket e drugarekaet, met deuet int d’en em goll en o arguzennoù hag o c’halon dibourvez a zo bet leuniet a deñvalijenn.
C’hwi ivez, evel mein bev, a zo savet evit bezañ un ti speredel, ur velegiezh santel, evit kinnig aberzhoù speredel kavet plijus gant Doue dre Jezuz-Krist.