Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 7:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Ouzhpenn ar gwestell e kinnigo ur prof bara goet gant e aberzh evit trugarekaat pe aberzh a drugarekadennoù.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 7:13
7 Referencias Cruzadas  

mouezh a joa ha mouezh a levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, mouezh ar re a lavaro: Meulit AOTROU an armeoù, rak an AOTROU a zo mat, rak e drugarez a bad da viken, ha mouezh ar re a zegas aberzhoù a veuleudi da di an AOTROU. Rak re zalc'het ar vro a zegasin en-dro, evel diagent, eme an AOTROU.


Evel prof ar frouezh kentañ e c’hellot o c’hinnig d’an AOTROU, met ne vint ket lakaet da vogediñ war an aoter evel ur c’hwezh dudius.


Eus ho chomlec’hioù e tegasot daou vara evit o hejañ evel ur prof; bez’ e vint a zaou dekvedenn a flour bleud, poazhet gant goell; ar re-se eo frouezh kentañ d’an AOTROU.


Gant ar baraoù, e kinnigot seizh oan disi eus ur bloaz, ur c’hole yaouank ha daou dourz; bez’ e vint ul loskaberzh d’an AOTROU gant an donezon hag an evadkinnig, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU.


Lakait da vogediñ un aberzh a veuleudi gant goell! Embannit ar profoù a youl vat hag o disklêriit! Rak eno emañ ar pezh a garit, mibien Israel, eme an Aotrou AOTROU.


Lavarout a reas dezho ar barabolenn all-mañ: Rouantelezh a neñvoù a zo heñvel ouzh ur goell a gemer ur wreg hag a laka e tri saton bleud, betek ma vo an toaz goet holl.


Rak kement en deus Doue krouet a zo mat ha netra na dle bezañ taolet kuit, pa o c’hemer gant trugarez,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos