Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 2:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Mar degasez ur prof e donezon poazhet er forn, ra vo gwestell hep goell eus flour bleud mezet gant eoul ha bignez hep goell strinket gant eoul.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 2:4
21 Referencias Cruzadas  

Digeriñ a reont o genoù em enep, evel ul leon o trailhañ hag o yudal.


En noz-se, e tebrint ar c'hig anezhañ rostet en tan; e zebriñ a raint gant bara hep goell ha gant louzoù c'hwerv.


Ti Israel a c'halvas kement-se mann. Bez' e oa evel had koriandrez, gwenn, hag e doa ur blaz a vignez gant mel.


bara hep goell, gwestell hep goell mezet gant eoul ha bignez hep goell strinket gant eoul. Ober a ri anezho gant flour bleud gwinizh.


Setu va servijer a skoazellan, an hini am eus dibabet, ennañ va ene a gemer plijadur. Lakaet em eus va spered warnañ, hag ec'h embanno ar varnedigezh d'ar broadoù.


Spered an Aotrou AOTROU a zo warnon, setu perak en deus va olevet an AOTROU evit prezeg ar c'heloù mat d'ar beorien. Kaset en deus ac'hanon evit yac'haat ar re o deus ar galon flastret, evit embann an dieubidigezh d'ar re zalc'het hag ar frankiz d'ar re doullbac'het,


Hag e lavaras din: Amañ emañ al lec'h ma lakaio an aberzhourien da virviñ kig an aberzhoù a gablusted hag an aberzhoù-dic'haouiñ, ha ma lakaint da boazhañ an donezonoù, evit na gasint ket anezho d'al leurenn diavaez ha na santelaint ket ar bobl.


Lazhañ a raio anezhañ ouzh tu an aoter a zo en hanternoz dirak an AOTROU, hag an aberzhourien, mibien Aaron, a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.


Moizez a lavaras da Aaron, ha da Eleazar ha da Itamar, ar vibien a vane dezhañ: Kemerit an donezonoù a zo manet eus ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU, hag henn debrit hep goell e-kichen an aoter, rak un dra santel-meurbet eo.


Ne vo ket poazhet gant goell. O lodenn eo, an hini am eus roet dezho diwar va frofoù graet dre an tan. Un dra santel-meurbet eo, evel an aberzh-dic’haouiñ hag evel an aberzh a gablusted.


Mar kinnig unan bennak anezhañ evit trugarekaat, e kinnigo gant an aberzh gwestell hep goell mezet gant eoul, bignez hep goell strinket gant eoul ha gwestell flour bleud kemmesket mezet gant eoul.


ur banerad bara hep goell, gwestell flour bleud mezet gant eoul, ha bignez hep goell strinket gant eoul, gant o donezon hag o evadkinnig.


Neuze e lavaras dezho: Trist eo va ene betek ar marv, chomit amañ ha beilhit ganin.


Bremañ va ene a zo trubuilhet. Ha petra a lavarin? Tad, savete ac’hanon eus an eur-mañ? Met evit kement-se eo ez on deuet en eur-mañ.


rak an hini en deus Doue kaset a lavar komzoù Doue, rak Doue ne ro ket dezhañ ar Spered dre vuzul.


Hag e oa ret deomp kaout un hevelep beleg-meur, santel, digablus, dinamm, dispartiet diouzh ar bec’herien, savet dreist an neñvoù,


O tilezel eta pep fallentez, pep touellerezh, pep troidellerezh, pep gwarizi ha pep droukkomz,


eñ ha n’en deus graet pec’hed ebet ha n’eus ket bet kavet tromplerezh en e genoù,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos