Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 6:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Aaron hag e vibien a zebro ar pezh a vo manet; e zebriñ a raint hep goell, el lec’h santel; war leurenn teltenn an engalv e tebrint.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 6:16
13 Referencias Cruzadas  

Al Leviad Kore mab Jimna, porzhier etrezek ar sav-heol, en doa mererezh ar profoù a-youl-vat kinniget da Zoue, evit lodennañ ar profoù savet d'an AOTROU hag an traoù santel-meurbet.


En noz-se, e tebrint ar c'hig anezhañ rostet en tan; e zebriñ a raint gant bara hep goell ha gant louzoù c'hwerv.


Debriñ a raint an donezonoù, an aberzhoù-dic'haouiñ hag an aberzhoù a gablusted; kement tra lakaet da verz en Israel a vo dezho.


Ar pezh a vo manet eus an donezon a vo evit Aaron hag evit e vibien. Un dra santel-meurbet e vo e-touez ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU.


Evel-se an aberzhour a raio evit an den-mañ an dic’haou eus ar pec’hed en deus graet e-keñver unan an traoù-se, hag e vo pardonet dezhañ. Ar pezh a vo manet eus ar prof a vo evit an aberzhour, evel en donezonoù.


Pep donezon eus un aberzhour a vo devet en he fezh; ne vo ket debret.


An aberzhour hag a ginnigo an aberzh-dic’haouiñ a zebro anezhañ; debret e vo el lec’h santel, war leurenn teltenn an engalv


An AOTROU a lavaras da Aaron: Setu, roet em eus dit karg ar profoù savet e-touez an holl draoù santelaet gant mibien Israel; o roet em eus dit ha da'z mibien abalamour d'hoc'h oleviadur, ur reolenn beurbadus eo.


Dre-se eta, lidomp ar gouel, nann gant ar goell kozh na gant ur goell a zroug hag a fallentez, met gant ar bara hep goell eus an eeunder hag eus ar wirionez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos