Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 6:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Ne vo ket poazhet gant goell. O lodenn eo, an hini am eus roet dezho diwar va frofoù graet dre an tan. Un dra santel-meurbet eo, evel an aberzh-dic’haouiñ hag evel an aberzh a gablusted.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 6:17
14 Referencias Cruzadas  

E-pad seizh devezh e ri an dic'haou evit an aoter hag e ouestli anezhi, hag an aoter a vo un dra santel-meurbet. Kement a stoko ouzh an aoter a vo gouestlet.


Oleviñ a ri aoter al loskaberzhoù hag hec'h holl draoù, hag e santelai an aoter. Hag an aoter a vo santel-meurbet.


Moizez a glaskas bouc’h an aberzh-dic’haouiñ, ha setu, e oa bet devet. Neuze e kounnaras ouzh Eleazar hag Itamar, ar vibien a vane da Aaron, hag e lavaras:


Donezon ebet kinniget d’an AOTROU ne vo graet gant goell, rak ne lakaiot netra da vogediñ gant goell pe gant mel evel ur prof graet dre an tan d’an AOTROU.


Ar pezh a vo manet eus an donezon a vo evit Aaron hag evit e vibien. Un dra santel-meurbet e vo e-touez ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU.


Komz da Aaron ha d’e vibien ha lavar: Setu lezenn an aberzh-dic’haouiñ: El lec’h ma vez lazhet al loskaberzh, e vo lazhet an aberzh-dic’haouiñ dirak an AOTROU. Un dra santel-meurbet eo.


An aberzhour hag a ginnigo an aberzh-dic’haouiñ a zebro anezhañ; debret e vo el lec’h santel, war leurenn teltenn an engalv


Pep den e-touez an aberzhourien a zebro dioutañ. Un dra santel-meurbet eo.


Setu lezenn an aberzh a gablusted. Un dra santel-meurbet eo.


Pep den e-touez an aberzhourien a zebro dioutañ; debret e vo el lec’h santel. Un dra santel-meurbet eo.


Bez’ emañ eus an aberzh a gablusted evel eus an aberzh-dic’haouiñ, an hevelep lezenn o deus: ar prof a vo d’an aberzhour a raio an dic’haou.


eñ ha n’en deus graet pec’hed ebet ha n’eus ket bet kavet tromplerezh en e genoù,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos