Mar d-eo e brof ul loskaberzh a loened bras, e kinnigo ur par disi. E ginnig a raio a volontez vat, ouzh digor teltenn an engalv, dirak an AOTROU.
Leviegezh 5:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kinnig a raio d’an aberzhour evit e gablusted un tourz disi, kemeret e-touez al loened bihan hervez da brizadur; an aberzhour a raio evitañ dic’haou ar pezh en deus graet diratozh hag hep gouzout, hag e vo pardonet dezhañ. |
Mar d-eo e brof ul loskaberzh a loened bras, e kinnigo ur par disi. E ginnig a raio a volontez vat, ouzh digor teltenn an engalv, dirak an AOTROU.
An aberzhour a gemero unan an oaned d’e ginnig evel aberzh a gablusted gant al log eoul, hag e hejo anezho evel ur prof dirak an AOTROU.
Ober a raio evit ar c’hole-mañ evel ma vez graet evit ar c’hole-dic’haouiñ; ober a raio er memes doare. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evito, hag e vo pardonet dezho.
Mar en deus pec’het unan bennak en ur ober diratozh a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU un dra na dle ket bezañ graet, e vo kablus hag e tougo e zireizhder.
mard eo an dra graet diratozh, hep m'he defe e welet ar vodadenn, an holl vodadenn a ginnigo ur c'hole evel loskaberzh a c'hwezh dudius, gant an donezon hag an evadkinnig hervez ar reolennoù, hag ur bouc'h evel aberzh-dic'haouiñ.