Kemer a ri lard an tourz, al lost, al lard a c'holo ar bouzelloù, ar flip a zo war an avu, an div lounezh gant al lard a zo warno, ar skoaz dehou rak un tourz a ouestladur eo,
Plijet eo bet gant an AOTROU e vreviñ, e lakaet en deus er poanioù. Goude bezañ kinniget e ene evel aberzh a gablusted, e welo ul lignez, hiraat a raio e zeizioù, ha plijadur an AOTROU a raio berzh dre e zorn.
D’an eizhvet deiz e kemero daou oan disi hag un dañvadez disi eus ur bloaz, teir dekvedenn efa (3/10 efa 9 l) flour bleud mezet gant eoul evel donezon, hag ul log eoul.
Mar en deus graet unan bennak un difealded hag ur pec’hed diratozh e-keñver traoù santel an AOTROU, e kinnigo d’an AOTROU evit e gablusted un tourz disi, kemeret e-touez al loened bihan hervez da brizadur e sikloù arc’hant, diouzh sikl ar santual.