Ne zebrot netra hanter-boazh na bervet en dour, met ra vo rostet en tan, e benn kenkoulz hag e dreid hag e vouzelloù.
Leviegezh 3:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kinnig a raio anezhañ ur prof graet dre an tan dirak an AOTROU, al lard a c’holo ar bouzelloù hag al lard a zo a-us d’ar bouzelloù, |
Ne zebrot netra hanter-boazh na bervet en dour, met ra vo rostet en tan, e benn kenkoulz hag e dreid hag e vouzelloù.
Perak ez on bet ganet, evit gwelout nemet trubuilh ha glac'har hag evit kuzumiñ er vezh va deizioù?
Lakaat a raio e zorn war benn ar prof, a lazho ouzh digor teltenn an engalv; mibien Aaron a skuilho ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.
an div lounezhenn, al lard a zo en-dro dezho hag a c’holo an divgroazell, hag ar flipezenn a zo war an avu gant an div lounezhenn a vo lamet.
An aberzhour a lamo an holl lard evel ma vez lamet lard an aberzh a drugarekadennoù, hag en lakaio da vogediñ war an aoter; ur c’hwezh dudius d’an AOTROU e vo. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evit an den-mañ, hag e vo pardonet dezhañ.
hag e lakajont al lard dreist ar bruchedoù, hag e lakaas al lard da vogediñ war an aoter.
Jezuz a lavaras dezhañ: Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl soñj.