Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 20:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Perak ez on bet ganet, evit gwelout nemet trubuilh ha glac'har hag evit kuzumiñ er vezh va deizioù?

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 20:18
27 Referencias Cruzadas  

Met eñ a yeas er gouelec'h, un devezh hent, hag e teuas da azezañ dindan ur vanalenn, hag e c'houlennas ar marv o lavarout: A-walc'h eo, AOTROU! Kemer bremañ va ene, rak n'on ket gwelloc'h eget va zadoù.


An den, ganet gant ar vaouez, a vev nebeud a amzer, hag en deus trubuilhoù e-leizh.


O! Ma kuzhfes ac'hanon e lec'h ar marv, ma c'holofes ac'hanon betek ma vo tremenet da gounnar, ma rofes din un termen, evidout kaout soñj ac'hanon.


Perak ez eo roet ar sklêrijenn d'ar reuzeudig, hag ar vuhez d'ar re o deus c'hwervoni en o ene,


met an den a zo ganet evit ar boan, evel ar fulennoù evit nijal d'an nec'h.


Na guzh ket da zremm ouzhin, en deiz va estrenvan, stou da skouarn war-zu ennon, en deiz ma c'halvin ac'hanout, hast buan, respont din!


Tosta ouzh va ene hag daspren eñ, en abeg da'm enebourien, va dieub!


Adalek sol an troad betek ar penn n'eus netra yac'h, n'eus nemet gloazioù, bloñsoù ha goulioù bev, ha n'int ket bet louzaouet, na paket, na dousaet gant eoul.


Selaouit ouzhin, c'hwi hag a anavez ar reizhder, pobl hag he deus va lezenn en he c'halon, n'ho pet ket aon rak dismegañs an dud, ha na vezit ket spontet gant o rebechoù,


Gwalleur din, o va mamm, dre ma ec'h eus va ganet evit bezañ un den a stourm hag un den a dabut d'an holl vro! Ne brestan netra, n'amprestan netra, ha koulskoude pep hini a villig ac'hanon.


Perak ez eo va foan dibaouez? Perak ez eo va gouli dibare, ha ne fell ket dezhi yac'haat? Hag e vefes evidon evel ur vammenn douellus, evel doureier na c'heller ket fiziañ enno?


Gourvezet omp en hor mezh, ha goloet gant hon dismegañs! Rak pec'het hon eus a-enep an AOTROU hon Doue, ni hag hon tadoù, adalek hor yaouankiz ha betek hiziv, ha n'hon eus ket sentet ouzh mouezh an AOTROU hon Doue.


A! Ehan evit va glac'har! Va c'halon he deus poan em c'hreiz.


Ha n'oc'h teneraet, c'hwi holl hag a dremen dre an hent? Sellit ha gwelit hag-eñ ez eus ur glac'har heñvel ouzh ar glac'har a sko warnon. An AOTROU en deus va enkrezet en deiz e gounnar entanet.


Me eo an den en deus gwelet ar glac'har dindan bazh e gounnar.


Perak e rez din gwelout an drougiezh, hag e sellez ouzh ar fallentez? Rak ar gwaskerezh hag an taerder a zo dirazon. Bez' ez eus enebiezhoù, hag an dizunvaniezh en em sav.


E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, c’hwi a welo hag a hirvoudo, hag ar bed en em laouenaio. C’hwi a vo en dristidigezh, met ho tristidigezh a vo troet e levenez.


Int eta en em dennas a-zirak ar sanedrin, leuniet a levenez da vezañ bet kavet dellezek da c’houzañv dismegañs evit e anv.


Dre-se ivez eo e c’houzañvan an traoù-mañ, met ne’m eus ket mezh rak gouzout a ran e piv em eus kredet, hag on asur penaos eo galloudek evit mirout ar pezh a zo bet fiziet ennon betek an deiz-se.


Ezhomm hoc’h eus a basianted, evit goude bezañ graet bolontez Doue, ma resevot ar pezh a zo bet prometet.


reoù all a dremenas dre amprouenn ar goaperezhioù hag ar skourjez, an ereoù hag ar prizon,


o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eñ hag en deus gouzañvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d’al levenez a oa kinniget dezhañ, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue.


Deomp eta d’e gavout er-maez eus ar c’hamp, o tougen e zismegañs.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos