Bez' e voe ivez un niver bras a loskaberzhoù, gant lardoù an aberzhoù a drugarekadennoù, ha gant evadkinnigoù al loskaberzhoù. Evel-se servij ti an AOTROU a voe adsavet.
An aberzhour a lamo an holl lard evel ma vez lamet lard an aberzh a drugarekadennoù, hag en lakaio da vogediñ war an aoter; ur c’hwezh dudius d’an AOTROU e vo. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evit an den-mañ, hag e vo pardonet dezhañ.