Setu eta niver an dud kadarn a oa gant David: Jashobeam mab Hakmoni, penn an ofiserien. Sevel a reas e c'hoaf war dri c'hant den, a lakaas da vervel en ur wech hepken.
Leviegezh 26:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned pemp ac’hanoc’h a redo war-lerc’h kant ha kant ac’hanoc’h a redo war-lerc’h dek mil, hoc’h enebourien a gouezho dirazoc’h dre ar c’hleze; |
Setu eta niver an dud kadarn a oa gant David: Jashobeam mab Hakmoni, penn an ofiserien. Sevel a reas e c'hoaf war dri c'hant den, a lakaas da vervel en ur wech hepken.
Abishai breur Joab a oa penn an tri. Sevel a reas e c'hoaf war dri c'hant den, hag o lazhas, hag en devoe brud e-touez an tri.
An nemorant eus ar Yuzevien, a oa e proviñsoù ar roue, en em zastumas hag en em zalc'has evit difenn o buhez, hag o doe diskuizh eus o enebourien, hag e lazhjont pemzek mil den ha tri-ugent eus ar re a gasae anezho. Met ne lakajont ket o daouarn d'ar breizhadeg.
En deiz-se, an AOTROU a ziwallo tud Jeruzalem, hag an hini dinerzhañ en o zouez a vo en deiz-se evel David, ha ti David a vo evel Doue, evel ael an AOTROU dirazo.
Met n'en em savit ket a-enep an AOTROU ha n'ho pet ket aon rak pobl ar vro-se, rak bara e vint evidomp, o diwall a zo en em dennet a-ziwar dezho, an AOTROU a zo ganeomp, n'ho pet ket aon dirazo.
Mil den eus pep meuriad a gasot d'ar brezel, mil eus pep meuriad, eus pep meuriad Israel.
An AOTROU a lakaio da enebourien a savo ez enep da vezañ pilet dirazout; mont a raint a-enep dit dre un hent, hag e tec'hint a-zirazout dre seizh hent.
Penaos en defe gallet unan redek war-lerc'h mil, ha daou redek war-lerc'h dek mil, nemet en defe o roc'h o gwerzhet, hag an AOTROU o deroet?
Unan ac'hanoc'h a redo war-lerc'h mil, rak an AOTROU ho Toue eo an hini a stourm evidoc'h, evel m'en deus lavaret deoc'h.
O vezañ kavet karvan un azen, fresk bev, ec'h astennas e zorn, he c'hemeras, hag e lazhas ganti mil den.