Mibien Ammon, o welout e tec'he ar Siriz, a dec'has kuit int ivez dirak Abishai breur Joab, hag ez ejont e kêr. Joab a zistroas da Jeruzalem.
Leviegezh 26:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned redek a reot war-lerc’h hoc’h enebourien hag e kouezhint dirazoc’h dre ar c’hleze, |
Mibien Ammon, o welout e tec'he ar Siriz, a dec'has kuit int ivez dirak Abishai breur Joab, hag ez ejont e kêr. Joab a zistroas da Jeruzalem.
An nemorant eus ar Yuzevien, a oa e proviñsoù ar roue, en em zastumas hag en em zalc'has evit difenn o buhez, hag o doe diskuizh eus o enebourien, hag e lazhjont pemzek mil den ha tri-ugent eus ar re a gasae anezho. Met ne lakajont ket o daouarn d'ar breizhadeg.
Ar re ac’hanoc’h a chomo bev, e tiekain o c’halonoù e broioù o enebourien; trouz un delienn hejet o argaso, tec’hout a raint evel ma tec’her dirak ar c’hleze hag e kouezhint hep den o redek war o lerc’h;
me a lakaio peoc’h er vro hag e kouskot hep bezañ spouronet, kas a rin kuit al loened fall eus ar vro hag ar c’hleze ne dremeno ket en ho pro;
pemp ac’hanoc’h a redo war-lerc’h kant ha kant ac’hanoc’h a redo war-lerc’h dek mil, hoc’h enebourien a gouezho dirazoc’h dre ar c’hleze;
An AOTROU a lakaio da enebourien a savo ez enep da vezañ pilet dirazout; mont a raint a-enep dit dre un hent, hag e tec'hint a-zirazout dre seizh hent.
Penaos en defe gallet unan redek war-lerc'h mil, ha daou redek war-lerc'h dek mil, nemet en defe o roc'h o gwerzhet, hag an AOTROU o deroet?
Unan ac'hanoc'h a redo war-lerc'h mil, rak an AOTROU ho Toue eo an hini a stourm evidoc'h, evel m'en deus lavaret deoc'h.
O vezañ kavet karvan un azen, fresk bev, ec'h astennas e zorn, he c'hemeras, hag e lazhas ganti mil den.
Barak a redas war-lerc'h ar c'hirri ha war-lerc'h an arme betek Haroshed-Goim. Holl arme Sisera a gouezhas dindan troc'h ar c'hleze. Ne vanas ket unan anezho.
Tud Israel, eus Neftali, eus Aser hag eus Manase en e bezh, en em zastumas hag a redas war-lerc'h Madian.
Jonatan a bignas oc'h en em sikour gant e zaouarn hag e dreid, an hini a zouge e armoù war e lerc'h. Ar Filistined a gouezhjont dirak Jonatan, hag an hini a zouge e armoù o lazhas war e lerc'h.