Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 26:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

36 Ar re ac’hanoc’h a chomo bev, e tiekain o c’halonoù e broioù o enebourien; trouz un delienn hejet o argaso, tec’hout a raint evel ma tec’her dirak ar c’hleze hag e kouezhint hep den o redek war o lerc’h;

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 26:36
31 Referencias Cruzadas  

Goude-se ez ejont kuit. Doue a skoas a spont ar c'hêrioù a oa en-dro dezho ha n'ejont ket war-lerc'h mibien Jakob.


Pa labouri an douar, ne roio ken dit e frouezh. Ur c'hantreer hag un tec'her e vi war an douar.


Skeiñ a rejont war an holl gêrioù war-dro Gerar, rak doujañs an AOTROU a oa warno. Hag e tiwiskjont an holl gêrioù-se, rak ur breizhadeg vras a oa enno.


Daoust hag e fell dit spontañ un delienn kaset gant an avel, redek war-lerc'h ur blouzenn sec'h?


Ha n'o deus anaoudegezh ebet ar re a ra ar fallentez? Lonkañ a reont va fobl evel ma tebrer bara, n'aspedont ket Doue.


Aze e-lec'h n'eus spont ebet, ez eont da vezañ leuniet a spouron, rak Doue a stlabezo eskern ar re a gamp a-enep dit. O rentañ a ri mezhek rak Doue en deus o zaolet kuit.


Savet ec'h eus du dehou e enebourien, laouenaet ec'h eus e holl eneberien.


An hini drouk a dec'h hep ma'z eer den war e lerc'h, met an den reizh en deus fiziañs evel ul leon.


Mil ac'hanoc'h a vo gourdrouzet gant un den, ha dirak gourdrouz pemp den e tec'hot, ken na chomo ac'hanoc'h nemet evel ur post war-lein ur menez, evel ur banniel war ur grec'hienn.


Hag e voe lavaret da di David: Kevrediñ a ra Siria gant Efraïm. Kalon Akaz ha kalon e bobl a voe brañsellet, evel ma vez brañsellet gwez ar c'hoadoù gant an avel.


ha lavar dezhañ: Laka evezh ha chom sioul, na'z pez ket aon, ra n'en em c'hlac'haro ket da galon dirak an daou bennad glaouenn vogedus-se, dirak ar gounnar ruz eus Rezin, eus Siria hag eus mab Remalia,


Ha pa ho pefe trec'het zoken holl arme ar Galdeiz a stourm ouzhoc'h, ha ne vanfe diouto nemet gloazidi, e savfent, pep hini anezho en e deltenn, hag e tevfent ar gêr-mañ dre an tan.


Lakaet en deus un niver bras da strebotiñ, kouezhet eo an eil war egile, hag o deus lavaret: Deomp, distroomp etrezek hor pobl, d'hor bro c'henidik, pell eus ar c'hleze distrujus.


Juda a zo bet harluet, er glac'har eo hag en ur sklavelezh bras. Emañ o chom e-touez ar broadoù ha ne gav diskuizh ebet. E holl heskinerien o deus e dapet en enkrez.


Merc'h Sion he deus kollet hec'h holl splannder. He fennoù a zo deuet da vezañ evel kirvi na gavont ket a beurvanoù. Hag ez eont kuit, dinerzh, dirak an hini a red war o lerc'h.


Hon heskinerien a oa skañvoc'h eget erered an neñvoù, redet o deus war hol lerc'h war ar menezioù, ha stegnet o deus pechoù deomp er gouelec'h.


Ha pa lavarint dit: Perak e hirvoudez? neuze e lavari: abalamour d'ar c'heloù; pa en em gavo, an holl galonoù a deuzo, an holl zornioù a zinerzho, an holl speredoù a vo mantret, an holl c'hlinoù a zeuio da vezañ dour. Setu erru eo! Eno emañ! eme an Aotrou AOTROU.


Lemmet eo bet evit lazhadegañ, lufret eo bet evit luc'hediñ. Hag e laouenaimp? Gwalenn va mab eo, a zispriz pep koad.


Mab an den, tro da zremm ouzh Jeruzalem, prezeg etrezek al lec'hioù santel, hag e profedi a-enep bro Israel.


Israel en deus taolet kuit ar pezh a zo mat, an enebour a redo war e lerc'h.


me a lakaio va dremm a-enep deoc’h, pilet e viot gant hoc’h enebourien, ar re a gasa ac’hanoc’h ho mestronio hag e tec’hot hep den o redek war ho lerc’h.


Keit ha ma vo gwastet, e tiskuizho, abalamour ma n’en doa ket diskuizhet e-pad ho teizioù sabad, pa oac’h o chom warnañ.


An Amoreaned, hag a oa o chom er menez-se, a zeuas a-ziarbenn deoc'h hag a redas war ho lerc'h evel ma ra ar gwenan; pilet oc'h bet e Seir betek Horma.


Pa glevas holl rouaned an Amoreaned a oa en tu all d'ar Jordan war-zu ar c'huzh-heol, hag holl rouaned ar Gananeiz a oa e-kichen ar mor, penaos en doa disec'het an AOTROU doureier ar Jordan dirak mibien Israel ken na oant tremenet, o c'halonoù a deuzas ha ne voe ken a nerzh-kalon enno dirak mibien Israel.


Tud Ai a lazhas war-dro c'hwec'h den ha tregont, rak e redjont war o lerc'h adalek an nor betek Shebarim, hag e piljont anezho war un dinaou. Kalon ar bobl en em deuzas hag a zeuas da vezañ evel dour.


Hag holl dud Israel, pa welent an den-se, a dec'he dirazañ hag o doe ur spont bras.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos