Ha pa ho pefe trec'het zoken holl arme ar Galdeiz a stourm ouzhoc'h, ha ne vanfe diouto nemet gloazidi, e savfent, pep hini anezho en e deltenn, hag e tevfent ar gêr-mañ dre an tan.
Lakaet en deus un niver bras da strebotiñ, kouezhet eo an eil war egile, hag o deus lavaret: Deomp, distroomp etrezek hor pobl, d'hor bro c'henidik, pell eus ar c'hleze distrujus.
Setu perak evel-henn e komz AOTROU: Setu, emaon o vont da lakaat dirak ar bobl-mañ mein-kouezh, hag e kouezho en o enep tadoù ha mibien a-gevret, amezeien ha mignoned, hag ez aint da goll.
me a lakaio va dremm a-enep deoc’h, pilet e viot gant hoc’h enebourien, ar re a gasa ac’hanoc’h ho mestronio hag e tec’hot hep den o redek war ho lerc’h.
Ar varc'hegerien en em strink, ar c'hleze a luc'h, ar goaf a lugern. Ur bern tud a zo gloazet! Un niver bras a zo marv! Korfoù marv diniver! Kouezhañ a reont war o re varv!
Fulor an AOTROU en em danas a-enep Israel, hag e lakaas anezho etre daouarn preizhataerien o freizhas, hag e werzhas anezho etre daouarn o enebourien tro-dro, ha ne c'helljont ken derc'hel dirak o enebourien.
An tri c'hant den a sonas c'hoazh gant ar shofaroù, hag an AOTROU a droas pep hini a-enep e genseurt, dre an holl gamp. Tud ar c'hamp a dec'has betek Bet-Shitta, betek Zerera, betek ribl Abel-Mehola ha betek Tabbad.
Ar Filistined en em renkas evit an emgann a-enep Israel. Hag e tarzhas an emgann, hag Israel a voe pilet gant ar Filistined, a lazhas war an emgannlec'h war-dro pevar mil den.