Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 26:38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

38 mont a reot da goll e-touez ar broadoù ha bro hoc’h enebourien a lonko ac’hanoc’h.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 26:38
10 Referencias Cruzadas  

En deiz-se e vo sonet gant ar shofar, hag ar re a oa kollet e bro Asiria, hag ar re a oa kaset kuit e bro Ejipt, a zeuio hag a stouo dirak an AOTROU, war ar menez santel e Jeruzalem.


met mervel a raio el lec'h m'eo kaset en harlu, ha ne welo ken ar vro-mañ.


Bremañ eta gouezit a-dra-sur e varvot dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn, e-lec'h ma plij deoc'h mont da chom ennañ.


Ar re ac’hanoc’h a chomo bev a zizerio en abeg d’o direizhder e broioù o enebourien, hag e tizeriint ivez en abeg da zireizhder o zadoù.


e serviji da enebourien a gaso an AOTROU ez enep, en naonegezh, er sec'hed, en noazhder, en dibourvez a bep tra, hag e lakaio ur yev houarn war da c'houzoug betek ma vi distrujet.


Hag an AOTROU a adkaso ac'hanout d'an Ejipt war listri, dre an hent am eus lavaret dit diwar e benn: N'en adweli ken! Hag eno en em werzhot d'hoc'h enebourien evel sklaved ha mitizhien, ha ne vo den d'ho prenañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos