E teltenn an engalv, diavaez ar ouel a zo dirak an Testeni, Aaron hag e vibien a ficho anezhañ adalek an abardaez betek ar beure dirak an AOTROU . Ur reolenn beurbadus eo a rummadoù da rummadoù, a vo miret gant mibien Israel.
Leviegezh 24:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Er-maez eus ar ouel a zo dirak an Testeni, e teltenn an engalv, e ficho anezhañ Aaron adalek an abardaez betek ar beure, dirak an AOTROU, dalc’hmat. Ur reolenn beurbadus eo evidoc’h a rummadoù da rummadoù. |
E teltenn an engalv, diavaez ar ouel a zo dirak an Testeni, Aaron hag e vibien a ficho anezhañ adalek an abardaez betek ar beure dirak an AOTROU . Ur reolenn beurbadus eo a rummadoù da rummadoù, a vo miret gant mibien Israel.
Gourc’hemenn da vibien Israel ma tegasint dit eoul glan olivez friket evit ar c’hantolor, abalamour da zerc’hel al lampoù enaouet dalc’hmat.
Setu evidoc’h ur reolenn beurbadus a rummadoù da rummadoù, en hoc’h holl chomlec’hioù: ne zebrot na lard na gwad.
Mirout a reot an urzhioù diwar-benn ar santual hag an urzhioù diwar-benn an aoter, evit na vo ken a gounnar a-enep mibien Israel.
lamp Doue ne oa ket c'hoazh marv, Samuel a oa gourvezet e templ an AOTROU el lec'h ma oa arc'h an AOTROU ,